Heribert Laon
Heribert Laon, pe Caribert, ganet a-raok 696 ha marvet en Ebrel 747, a oa kont Laon.
Tad e oa d'ar rouanez frank Berta, pe Bertrada, anvet ivez Bertrada Laon, pe Bertrada an Droadegez, a zimezas da Pepin Grenn.
En 721, e sinas gant e vamm, Bertrada Prüm, akta diazezañ abati Prüm, ha ganti c'hoazh un donezon da abati Echternach.
Hervez un akta all sinet gant e verc'h hag e vab-kaer e varvas a-raok 762.
E lignez
kemmañDianav eo e dad. Soñjal a rae da lod e oa ur c'hont Martin, , breur da Pepin Herstal, met n'eus ket bet eus ar Martin-se biskoazh, krouet dre fallgompren ur skrid kozh. Pe e oa ur Robertad (unan eus konted Laon), pe un Hugobertiad. Dimezet e vije bet da Gisela Akitania.
En 744 e timezas e verc'h Bertrada Laon da Pepin ar Berr a voe anvet da roue ar Franked.