Bertrada Laon
Bertrada Laon, anvet ivez Bertrada an Droadegez ha Bertrada Bavgamm dre ma oa pok he zroad[1], a oa ur briñsez frank bet ganet e Laon e miz Mae 720 ha marvet e Choisy-au-Bac d'an 12 a viz Gouhere 783.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Bertrade de Laon |
Anv-bihan | Berta, Berthe |
Titl noblañs | queen of Franks, rouanez kenseurt |
Deiziad ganedigezh | 8. century, 726 |
Lec'h ganedigezh | Laon |
Deiziad ar marv | 12 Gou 783, 12 Mez 783 |
Lec'h ar marv | Choisy-au-Bac |
Abeg ar marv | kleñved |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Caribert Laon |
Mamm | Gisela Akitania |
Pried | Pepin Grenn |
Familh | Karolingidi |
Gouel | 24 a viz Meurzh |
Merc'h e oa da Garibert, kont Laon, ha Gisela Akitania. Dimeziñ a reas da Bepin Grenn, maer ar palez (ha roue ar Franked diwezhatoc'h), ha mamm e oa d'an impalaer Karl Veur.
Buhez
kemmañMaer ar palez e oa Pepin Grenn pa glevas komz eus merc'h Caribert, ha ne oa nemet meuleudi diwar-benn he c'hoantiz hag he deskadurezh. Bloaz warn-ugent e oa pa voe pedet da zont davet Pepin e 741. Dont a reas da vezañ e serc'h, pa oa dimezet Pepin gant ur briñsez all, ha pemp bugel dezho.
Neuze e voe kaset kuit gwreg Pepin da di he zad en-dro gant he gwaz, ha roet ar vugale da vanatioù. Dimeziñ a eure da Vertrada e 743 pe 744 hervez Bloazdanevelloù Prüm, e 749 hervez Bloazdanevelloù Saint-Bertin. E 751 e voe kurunennet gant he fried, goude diroueet an diwezhañ merovingad, Childeric III. Adarre e voe kurunennet Pepin e 754, e penniliz Saint-Denis e Pariz, ma voe benniget e wreg gant ar pab Stefan II.
Oberiant e voe Bertrada e-pad ren he gwaz, mont a rae d'e heul d'ar brezel. Koulskoude e klaskas ar roue he c'has kuit ivez, perak n'ouzer ket, met nac'h a reas ar pab Stefan II reiñ aotre dezhañ.
Pa varvas Pepin e 768 e lakaas e vibien Karl ha Karloman da rouaned, nemet ne lezas ket ar galloud ganto penn-da-benn. Aozañ a reas dimeziñ Karl da Zesiderata Lombardia e 770, ha kas e wreg kuit a reas Karl pan eas da vrezeliñ ouzh e dadeg evit lakaat e grabanoù war e rouantelezh.
Pa varvas Carloman e 771 e kemeras Karl ar galloud hag e reas d'e vamm kuitaat he falez en Aachen da vont da Dhionville.
Sioul ha diglod e varvas Bertrada Laon en he 63vet bloavezh d'an 23 a viz Ebrel 783 e Choisy-au-Bac e-tal Compiègne.
Bugale
kemmañLennegezh
kemmañGant Bertrada e voe awenet ar barzh Adenet le Roi (~ 1240-1300), a skrivas e-tro 1274 ar ||kurwerz|gurwerz]] Li roumans de Berte aus grans piés, a voe hep mar ar gurwez kentañ a voe moullet e Bro-C'hall[2].
Er varzhoneg daouzeksilabennek-se ez eus kaoz eus eskemm maouezed da zeiz eured Pepin, a zimez gant ur fals-rouanez a denn kenañ da Vertrada, priñsez a Hungaria. A-benn ar fin eo anavezet Bertrada abalamour d'he zreid bras.
-
Bez Bertrada Laon e penniliz Saint-Denis e Pariz
-
Delwenn e Jardin du Luxembourg Pariz
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Quelques femmes remarquables dans l’histoire du département de l’Aisne, p. 54
- ↑ (fr) Henry, Albert. Chrestomathie de la littérature en ancien français. Bern : A. Francke AG Verlag, 1978, p. 140 (ISBN 978-3-7720-1395-9)
Levrlennadur
kemmañ- Castelot, André & Decaux, Alain. Histoire de la France et des Français au jour le jour — Des invasions à Pépin le Bref (177-768) . Paris : Robert Laffont, 1990 (ISBN 978-2-221-50522-9)
- Volkmann, Jean-Charles. Bien connaître les généalogies des rois de France. Quintin : Éditions Gisserot, 1996 (ISBN 978-2-87747-208-1)
- Mourre, Michel. Le petit Mourre – Dictionnaire d'Histoire universelle. Paris, Bordas, 2006 (ISBN 978-2-04-732194-2)