Ar Roman de Rou zo ur gronikenn e gwerzennoù savet en normaneg gant Wace diwar-benn istor dugelezh Normandi « Pour remembrer des ancessours Les faiz et les diz et les mours » , adal amzer Rollon betek emgann Tinchebray, en 1106.

Wace o kinnig e Roman de Rou da Herri II

Ar roman de Rou zo ur meurgan broadel savet en enor da Normandi, ha kaoz ennañ eus istor ar Vikinged amzer Rou pe Roll, da lavarout eo Rollon. Ouzhpenn ober anv eus darvoudoù istorel e laka Wace meur a evezhiadenn diwar-benn an tudennoù hag o oberoù, buhez an amzer, pe an enebiezh etre Normaned ha Gallaoued.

War a seblant e plijas kement ar roman de Brut, diwar-benn istor ar Saozon, da Herri II ma kargas Wace da sevel ur skrid all diwar-benn orin an Normaned hag aloubadeg Bro-Saoz ganto e 1066.

D'ober e labour ec'h implijas meur a skrid : ar Gesta Normannorum Ducum, an De moribus et actis primorum Normanniae ducum, ar Gesta Guillelmi gant Gwilherm Poitiers, ar Gesta regum Angliae gant Gwilherm Malmesbury, ar Brevis relatio de Guillelmo nobilissimo comtie Normannorum hag a bep seurt re all.