Yezekael, roue Domnonea
Yezekael, Yudikael, bet ganet war-dro 590 ha marvet war-dro 658, a voe roue Domnonea, ur rouantelezh vras e hanternoz Breizh er VIIvet kantved. Mont a reas da vanac'h, ha lakaet e voe da sant.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Devnon |
Anv-bihan | Judicaël |
Titl noblañs | Roue |
Deiziad ganedigezh | 590 |
Lec'h ganedigezh | Breizh |
Deiziad ar marv | 17 Kzu 658, 647 |
Lec'h ar marv | Gwazel |
Tad | Yuzel |
Breur pe c'hoar | Haëloc, Santez Onenn |
Bugel | Alain II Hir, Winog |
Micher | manac'h, monark |
Karg | Roue |
Stad ar c'hanonizasion | sant |
Gouel | 17 Kerzu |
Anv
kemmañ- Henvrezhoneg : Iudichael, eus iud "brezelour" + -ic + hael "nobl", "brokus".
Paot eo an anv Yudikael e Breizh. Deuet eo da vezañ Yezek(a)el ha « Jézéquel » e Breizh-Izel, Jikel ha « Gicquel » e Breizh-Uhel.
Buhez
kemmañDindan an anv Iudichael ez eo meneget gant Gregor Teurgn en e Historia Francorum.
Mab e oa da Judual pe Judhaël, roue Domnonea, ha d'ar rouanez Pritelle, merc'h henañ Ausoche, kont Leon. Ur c'hoar en devoa, Onenn, ha pemzek breur yaouankoc'h, en o zouez ar sent Judog, Winog, ha Haelog.
Hag eñ pennhêr e voe rediet da lezel ar galloud gant e vreur Haelog. Mont a reas da vanac'h e Gwazel betek marv Haelog. Galvet e voe en-dro diwezhatoc'h da gemer krog e stur ar rouantelezh ha neuze e tapas ur vrud a furnez.
Marteze e voe trec'h war ar roue frank Dagobert Iañ. E 635, Dagobert a roas urzh da Yezekael da zont betek e balez e Clichy, e-kichen Pariz, evit adanzav e fealded d'ar roue, anez e vije aloubet Breizh. Asantiñ a reas ar roue brezhon, a erruas gant profoù, met nac'h a reas debriñ gant ar roue, ar pezh a voe gwelet evel ur gunujenn outañ.
E mare Yudikael eo e teuas sant Maloù da Vreizh da ziazezañ eskopti Sant-Maloù. Harpañ a reas savidigezh meur a vanati, hini Pempont savet diwar emziskouez ar Werc'hez a oa bet eno, a-hervez.
Marv
kemmañWar-dro 640 e tilezas e garg a roue da vont adarre da vanac'h e Gwazel, nepell diouzh manati Pempont, a oa bet diazezet gantañ, a-raok mervel eno. Goude e dremenvan e voe beziet e-kichen an abad Meven, hag anvet da sant. Lidet e vez d'ar 16 a viz Kerzu.
-
Judikael dirak Dagobert Iañ
-
Sant Yezekael en iliz abati Pempont
-
Delwenn da Yezekael e Pempont
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Joseph Chardonnet : Le livre d'or des saints de Bretagne, Coop Breizh, 2011 (ISBN 978-2-84346-533-8)
- (en) Julia M. H. Smith : Province and Empire: Brittany and the Carolingians, Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-52103-030-4)