Nicolaus Copernicus

(Adkaset eus Kopernik)
Nicolaus Copernicus
Nicolaus Copernicus
Nicolaus Copernicus
Ganet 19 a viz C'hwevrer 1473
Toruń (Prus, Rouantelezh Pologn)
Marvet 24 a viz Mae 1543
Frombork (Prus, Rouantelezh Pologn)
Annez Toruń, Frombork, Kraków, Padova, Bologna
Broadelezh Polonat
Tachennoù steredoniezh, matematik, mekanikerezh, armerzh
Diplomet Skol-Veur Bologna
Skol-Veur Padova
Brudet evit Kreizheoliekadur
Oberennoù heverk Commentariolus, De revolutionibus orbium coelestium
Prizioù International Space Hall of Fame
Sinadur


Nicolaus Copernicus (latin), Mikołaj Kopernik (poloneg), (Toruń 19 a viz C'hwevrer 1473 - Frombork 24 a viz Mae 1543), eo ar steredoniour european kentañ empentet gantañ ur patrom kreizheoliek eus Koskoriad an Heol. Gwelet e vez e levr De revolutionibus orbium coelestium evel poent-deroù ar steredoniezh a-vremañ.

Heuliadoù niverus ar gavadenn o devoa degaset kemmoù war tachennoù lies ar skiantoù, ar relijion hag ar brederouriezh. Kaoz a zo bet eus ur reveulzi copernikan.

Yaouankiz

kemmañ

Nicolaus Copernicus a oa bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1473 en ur familh pinvidik eus kêr Thorn, e Pomerania. An tad, anvet ivez Nicolaus, zo ur bourc'hiz eus Kraków deuet da vevañ e Thorn nebeut amzer a-raok ma vefe aloubet ar rann-vro gant Rouantelezh Polonia. Deuet e oa a-benn memestra da vezañ tailhanter kêr. Ar vamm a oa, Barbara Watzelrode (pe Watzenrode) unan eus familhoù koshañ Thorn, war e seblant a orin eus Silezia.

Bevet en deus Nicolaus e yaouankiz e Thorn da gentañ o vevañ er 17 straed Santez Anna (hiziv adanvet straed Copernicus) goude-se e oa dilojet ar familh er 36 plasenn ar marc'had er memes kêr pa oa eñ 7 vloaz. Desket e oa bet ar vugel war an arzoù, ar sonerezh hag al lizhiri. Skoliataet e oa bet e skol iliz Sant-Yann.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.