Hafniom
Un elfenn gimiek eo an hafniom ; Hf eo e arouez kimiek, 72 e niver atomek ha 178,49 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.
Hafniom | ||||
---|---|---|---|---|
Lutesiom – Hafniom – Tantalom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 72 | |||
Rummad kimiek | Metaloù ardreuzat | |||
Strollad | 4 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | d | |||
Tolz atomek | 178,49 ±0,02 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f14 5d2 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 10, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 4 Oksidenn amfoter | |||
Tredanleiegezh | 1,3 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 658,5 kJ/mol 2 : 1 440 kJ/mol 3 : 2 250 kJ/mol | |||
Skin atomek | 208 pm | |||
Skin kenamsav | 175 ±10 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 13,31 g/cm3 | |||
Teuzverk | 2 233 °C | |||
Bervverk | 4 603 °C | |||
Tredanharzusted | 331 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Ne gaver ket hafniom e-unan en natur, eus ar c'hailhoù ma kaver zirkoniom e vez tennet : etre 1% ha 3% a hafniom zo er c'hailhoù-se. Dre vras ez eo an hafniom un adkenderc'had eus greanterezh ar zirkonium, pa ranker e dennañ kent implijout Zr er c'hreizennoù nukleel[1].
Istor Aozañ
Dmitriy Mendeleyev en devoa embannet e 1869 e vije en natur ur metal ardreuzat pounneroc'h eget titaniom ha zirkoniom, hogen dre ma krede dezhañ e oa an elfennoù renket dre o zolz atomek e lakaas al lantanom (57La) dindan ar zirkoniom er strollad 3 (tolz atomek Zi : 91,224 ; La : 138,9 ; Hf : 178,5).
E 1914 e prouas ar fizikour saoz Henry Moseley ez eo lec'h pep elfenn en daolenn liammet ouzh he niver atomek ; termeniñ a reas niver al lantanidoù (15 elfenn, eus 57La betek 71Lu), ha diskouez a reas e chome an elfennoù 43, 61, 72 ha 75 o niver atomek da gavout[2].
E 1911 ez embannas ar c'himiour gall Georges Urbain bezañ dizoloet ar celtium, a lakaas e-touez al lantanidoù[3], hogen diarbennnet e voe goude un hir a rendael etre kimiourien ha fizikourien.
E 1923 e voe un emglev etrezo : par d'ar zirkoniom e tleje an elfenn 72 bezañ, hervez enklaskoù Niels Bohr war an atomoù, re Henry Moseley war ar skalfadsellerezh dre skinoù X, hag arguzennoù ar c'himiour Friedrich Adolf Paneth.
Sevel e vouezh adarre a reas Georges Urbain e 1922, ar pezh a atizas ar fizikour izelvroat Dirk Koster hag ar c'himiour hungarat György Hevesy da glask an elfenn 72 e kailhoù zirkoniom, m'he c'havjont e 1923 e Kopenhagen. Anv latin Kopenhagen, Hafnia, a voe roet d'an elfenn neuze, en enor da Niels Bohr, a oa bet ganet eno.
Perzhioù Aozañ
Ur metal liv an arc'hant eo an hafniom 72Hf ; tost da re ar zirkoniom 40Zr eo e berzhioù.
Orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe. Diaes-bras eo e oksidañ, ha damheñvel ouzh re ar zirkoniom eo e berzhioù, daoust d'an hafniom bezañ div wezh douesoc'h eget Zr.
Kimiek Aozañ
Ur filmad oksidenn a c'holo an hafniom pa vez lakaet en aer (dre an oksigen hag an nitrogen), ar pezh a vir outañ a vezañ peuroksidet. Tu zo d'e leskiñ en aer, hag evel ar zirkoniom e peg an tan ennañ pa vez drailhet-munut.
Diaes eo tagañ Hf gant trenkennoù pe vazennoù, hogen gant halogenoù e c'haller e oksidañ.
Par da re ar zirkoniom eo kenaozadoù kimiek an hafniom.
Izotopoù Aozañ
Tremen 34 izotop eus an hafniom zo bet dizoloet, eus 153Hf betek 186Hf.
Pemp izotop zo stabil, eus hafniom-176 (104 neutron) betek hafniom-180, a zo an hini paotañ (35% eus an hafniom a zo war an douar).
Kevanaozet eo bet 172Hf (hanter-vuhez : 1,87 bloavezh), a ro 187Lu dre skinobererezh. Un hanter-vuhez a 2 vilion a viliardoù a vloavezhioù (2x1015) zo d'an izotop 174Hf, da lavaret eo tremen 2 vilion gwezh oad an Hollved (13,75 ±0.17 miliard a vloavezhioù).
Arver Aozañ
Ret eo strivañ evit dispartiañ an hafniom diouzh ar zirkoniom kent implijout Zr er c'hreizennoù nukleel, setu ne voe ket kenderc'het Hf glan a-raok diwezh an degad 1950, ha ken heñvel eo Hf ouzh Zr ma vez aesoc'h arverañ an eil er greanterezh. Un nebeud traoù a reer gant hafniom evelato.
- Greanterezh nukleel
- Da fardañ barrennoù-reoliañ evit an dazgwerederioù nukleel e ya ar pep brasañ eus ar c'hementadoù Hf a vez kenderc'het. Perzh ar barrennoù-se eo reoliañ feur skiriadur derc'hanel an uraniom hag ar plutoniom, hag izotopoù Hf a implijer rak gouest int da lonkañ lies neutronoù (kadmiom ha bor a vez arveret ivez).
- E kendeuzadoù titaniom 22Ti, houarn 26Fe, niobiom 41Nb, tantalom 73Ta a-douez metaloù all e lakaer hafniom a-benn gwellaat o harz ouzh an oksidadur.
- Kenaozadoù oksidenn hafnium zo arveret er fardañ korrgewerieroù, pa viront ouzh an tredan a fuañ en transistorioù — ar pezh a zo pouezus pa labourer war mentoù ken bihan ha 22-45 nanometr.
- Dre ma 'z eo Hf kizidik ouzh an oksigen hag an nitrogen ha ma talc'h er gwrezverkoù uhel en e arverer evel dinoer an daou c'haz-se pa farder kleuzeurioù (lampoù) dre c'haz.
- Gant hafniom e wisker an elektrod a implijer evit didroc'hañ metaloù dre blasma, en abeg ma c'hall Hf bannañ elektronoù en aer.
Notennoù Aozañ
Daveennoù Aozañ
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |