Un elfenn gimiek eo al lantanom ; La eo e arouez kimiek, 57 e niver atomek ha 138,905 e dolz atomek.
Al lantanid kentañ eo.

Lantanom
BariomLantanomKeriom

La
Ac
Taolenn beriodek, Lantanom
Perzhioù hollek
Niver atomek 57
Rummad kimiek Lantanidoù
Strollad Lantanidoù
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 138,905
Aozadur elektronek
[Xe] 5d1 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 18, 9, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 3
Oksidenn vazennek kreñv
Tredanleiegezh 1,10 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 538,089 kJ/mol
2 : 1 067,030 kJ/mol
3 : 1 850,327 kJ/mol
4 : 4 819,439 kJ/mol
5 : 5 943,492 kJ/mol
Skin atomek 243 pm
Skin kenamsav 194 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 6,174 g/cm3
Teuzverk 920 °C
Bervverk 3 464 °C
Tredanharzusted 615 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

E miz Genver 1839, e Karolinska Institutet Stockholm, e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustav Mosander a-benn da beuzec'haozañ ur standilhon eus nitrat keriom CeNO3 dre e dommañ kent soubañ an haloù en drenkenn nitrek HNO3. En dileizhenn e kavas un douar rouez, a anvas lantana diwar ar gresianeg λανθανω lanthanō, "bout kuzh" ; mut e chomas Carl Mosander avat.
En hevelep bloavezh e voe addizoloet an elfenn 57 e Karolinska Intitutet adarre, gant ur studier anvet Axel Erdmann. Neuze e tihunas Carl Mosander : un eil elfenn en devoa tennet eus CeNO3, a anvas didymium diwar ar gresianeg "gevellelfenn" ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
E 1923 e voe hiniennekaet 57La e e stumm peuzc'hlan[2].

Kenderc'hadur

kemmañ

Er c'hailhoù allanit (Ca,Ce,La,Y)2(Al,Fe)3(SiO4)3(OH), bastnäsit (Ce,La,Y)CO3F, monazit (Ce,La,Th,Nd,Y)PO4 pergen e kaver douaroù rouez[3], n'int ket ken rouez-se : war-dro 32 g anezho a gaver dre gilogramm e krestenenn an Douar.
N'eus ket kalz mengleuzioù douaroù rouez er bed koulskoude. E Stadoù-Unanet Amerika hag e Sina e kaver ar muiañ a vastnäsit ; monazit a gaver er Stadoù-Unanet hag e Sina ivez, koulz hag en Aostralia, Brazil, India, Malaysia, Sri Lanka, Suafrika ha Thailand. Lec'hioù all zo da vezañ dizoloet c'hoazh, gant kailhoù apatit, cherallit, eudyalit, loparit ha fosforit. Un andon all eo an dileizhennoù uraniom bet arveret er greanterezh ur wezh dija.[3]

Perzhioù

kemmañ

Ur metal liv an argant gwenn, blot ha govelius eo al lantanom.

Kimiek

kemmañ

Aes eo oksidañ al lantanom, setu ne vez arveret en e stumm glan nemet evit ober enklaskoù kimiek.
Deviñ a ra al lantanom kerkent ha lakaet e 150°C, en ur reiñ trioksidenn lantanom La2O3
Kreskiñ a ra ec'honad ur standilhon lantanom pa vez lezet en aer vouest en 20 °C, abalamour ma teu un oksidenn dourgediet.
Tredanvuiek eo al lantanom, dazgwerediñ a ra gant dour yen ha buanoc'h gant dour zomm :

2La + 6H2O → 2La(OH)3 + 3H2

Dazgwerediñ a ra gant an holl halogenoù, ha taer en tu all da 200 °C :

2La + 3[halogen]2 → 2 La[halogen]3

Izotopoù

kemmañ

Lantanom-139 ha lantanoù-138 eo an izotopoù a gaver en natur ; stabil eo 139La, ha skinoberiek eo 138La, a ro 138Ce dre rannoùigoù b ha 138Ba dre zegerc'had.
37 skinizotop all zo bet kevanaozet, an hini stabilañ o vezañ 137La a ro 137Ba dre zegerc'had.

Izotopoù stabilañ al lantanom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
137La kevanaozet 6 x 104 bloavezh
138La 0,090 1,05 x 1011 bloavezh
139La 99,910 stabil, 82 neutron

Envezioù-kannded, pe "envezioù Welsbach" rak gant Carl Auer von Wesbach e voent breouet e 1885, e voe arver kentañ al lantanom, evit kreñvaat gouloù al lampoù dre eoul-maen. Ur meskaj 60% oksidenn magneziom, 20% oksidenn itriom ha 20% oksidenn lantanom da c'henel skinadoù e o an delun en devoa savet.
Hiziv an deiz e vez arveret lantanom c'hoazh, evit dedalvezadurioù all avat.

Etre 10 ha 15 kg lantanom zo e daspugneroù ur c'harr hiron, ha div wezh muioc'h a vo ret mar fell d'an ijinourien e vije lonket nebeutoc'h c'hoazh a zour-tan[4].
Katodoù tomm a farder gant LaB6 neuze, a gaver er mikroskopoù elektronek, en ardivinkoù da c'henel skinoù X, er binvioù maendreserezh ha soudadur elektronek, en ardivikoù da c'henel korrskinoù.
Da ober luc'hedañvoù ez arverer ar gwer anvet ZBLAN (ZrF4-BaF2-LaF3-AlF3-NaF).
  • Karbonat lantanom La2(CO3)3 a implijer er vezegiezh da dennañ ar fosfat eus korf ar glañvidi a zo fall o lounezhi.
  • Oksidenn lantanom LaO2 a lakaer e wolfram elektrodoù ar binvioù da soudañ dre wareg, en eskemm ouzh an toriom a zo skinoberiek.
  • Trioksidenn lantanom La2O3 a implijer da fardañ gwer ivez, a ya da ferennoù evit kameraoù ha teleskopoù.
  • Ar mischmetal, arveret da fardañ "maen-tan" an dirennoù, zo ur c'hendeuzad keriom (±50%), lantanom (±25%) ha lantanidoù all[5].
  • Lantanom a lakaer en dir a-benn ma vije goveliusoc'h, kaletoc'h hag orjalennusoc'h war an dro.
  • 57La a lakaer e dour ar poulloù-neuñvial da dennañ ar fosfat a zegas bezhin.

Notennoù

kemmañ
  1. Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  2. (en) PATNAIK Pradyot, Handbook of Inorganic Chemicals p. 444-446, McGraw-Hill Professional, 2002, 1086 p., ISBN 978-0-07-049439-8
  3. 3,0 ha3,1 United States Geological Survey
  4. Reuters, 31 EOS 09 (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
  5. LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics (s. o. #Daveennoù).

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok