Toriom
Un elfenn gimiek skinoberiek eo an toriom ; Th eo e arouez kimiek, 90 e niver atomek ha 232,038 e dolz atomek. An eil aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Aktiniom – Toriom – Protaktiniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 90 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 232,0377 | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomo [Rn] 6d2 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 10, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +4 Oksidenn vazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 608.50 kJ/mol 2 : 1 167 kJ/mol 3 : 1 768 kJ/mol | |||
Skin atomek | 180 pm | |||
Skin kenamsav | 175 pm | |||
Skin Van der Vaals | 305 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 11,724 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 750 °C | |||
Bervverk | 4 820 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Arabat eo droukveskañ gant Talliom 81Tl pe gant Tuliom 69Tm !
Abaoe tremen 4,5 milmilion a vloavezhioù ez eus eus an toriom, da lavaret eo ez eo koshoc'h eget an Douar. Ganet e voe dre argerzh prim an degerc'had neutronoù gant stered a oa o vervel, ha skignet dre ar galaksi gant supernovæ[1]. Ul lodenn eus tommder diabarzh an Douar a zeu eus skinoberiegezh an toriom[2].
Istor
kemmañE 1829, ar c'himiour svedat Jöns Jakob Berzelius a dennas un elfenn nevez eus un tamm kailh dianav bet kaset dezhañ gant ar maenoniour dan Jens Esmark. Thorium eo an anv a roas d'an elfenn, en enor da Dhor, doue ar c'hurun e Lec'hlenn. Silikat toriom (Th,U)SiO4e oa ar c'hailh-se, a voe anvet Torit diwezhatoc'h.
Dont a reas J. J. Berzelius a-benn da genderc'hañ toriom metalek dre dommañ fluorid toriom ThF4 kevret gant kaliom 19K.
E 1898 e voe anataet skinoberiegezh an toriom gant ar c'himiour alaman Gerhard Karl Schmidt, ha kadarnaet en hevelep bloavezh gant Marie Curie hep na vije eskemmoù etrezo.
Etre 1900 ha 1903 e voe studiet-pizh an toriom gant Ernest Rutherford hag ar c'himiour saoz Frederick Soddy ; diskouez a rejont digevanadur an elfenn en elfennoù all, arselliñ a rejont ar skinoù α ha termeniñ meizad an hanter-vuhez. Damkaniezh ar skinoberiegezh e voe disoc'h o labour[3].
Kenderc'hadur
kemmañEus ar c'hailh monazit e tenner toriom, eus ar monazit-Ce (Ce, La, Pr, Nd, Th, Y)PO4 hag ar monazit-Sm (Sm, Gd, Ce, Th)PO4 ent-spesadel.[4]
E 1925 e voe ijinet un doare da c'hlanaat metaloù[5] dre o zommañ gant un halogen bennak. Argerzh Van Arkel-De Boer a reer eus an doare-se, goude ar gimiourien izelvroat Anton Eduard van Arkel ha Jan Hendrik de Boer[6].
En Aostralia, Brazil, Kanada, Danmark (Groenland), India, Stadoù-Unanet Amerika ha Suafrika emañ ar mengleuzioù monazit. E 1994 e paouezas ar Stadoù-Unanet da genderc'hañ toriom dre ar monazit, abalamour da skinoberiegezh an elfenn, d'un digresk er goulenn dre ar bed hag er Stadoù-Unanet o-unan. Ouzhpenn-se, elfennoù nann-skinoberiek a vez arveret en eskemm ouzh 90Th : lantanidoù, itriom ha zirkoniom da skouer. Da 1 400 000 t e save ar c'hementad a doriom bet miret (n'eo ket kenderc'het) e 2012 dre ar bed.[4]
Perzhioù
kemmañUr metal blot liv an arc'hant eo an toriom glan ; orjalennus-kenañ eo (tu zo d'e astenn hep na dorrfe), aes eo e ogediñ[7], hag e lavnenniñ[8].
Aes e peg an tan en toriom pa vez bruzhunet, en ur reiñ gouloù gwenn kreñv.
Kewarellek eo an toriom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez.
Diouzh e c'hlander eo perzhioù fizikel 90Th.
Kimiek
kemmañAn toriom glan ne vez ket oksidet en aer. Pa ne vez ket glan e vez oksidet goustadik, e liv o treiñ da c'hriz kent dont da vezañ du.
Oksidet goustadik ivez e vez an toriom gant dour. Diaes eo e zileizhañ en trenkennoù, war-bouez an drenkenn gloridrek HCl, hag en drenkenn nitrek HNO3 trelusket gant ionoù fluor.
- Oksidadur
- ThO2 eo oksidenn an toriom ; a-douez an holl oksidennoù ez eo ThO2 an hini ziaesañ da deuziñ, gant ur bevverk a 3 300°C.
- Dre m'eo +4 niver oksidadur an toriom ez eo stabil e stummoù oksidet e (IV) evel ThF4.
- Ur stad oksidet +3 zo d'an toriom ivez, evel ThI3.
Izotopoù
kemmañPemp izotop war 'n ugent eus an toriom zo anavezet, eus Th-210 betek Th-236. Pevar anezho hepken o deus un hanter-vuhez hiroc'h eget ur mizvezh, an darn vuiañ eus ar re all o chom dindan bevenn an dek munutenn.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
228Th | louc'h | 1,9116 bloavezh | α → 224Ra |
229Th | louc'h | 7 340 bloavezh | α → 225Ra |
230Th | louc'h | 75 380 bloavezh | α → 226Ra |
231Th | louc'h | 25,5 eurvezh | β- → 231Pa |
232Th | 100 | 1,405x1010 bloavezh | α → 228Ra |
234Th | louc'h | 24,1 devezh | β- → 234Pa |
Arver
kemmañ- Kendeuzadoù magneziom-toriom a vez implijet e kefluskerioù an aerlistri (kirri-nij, fuzeennoù, fuc'helloù) daoust d'o skinoberiegezh, dre ma rankont labourat e gwrezvekoù uhel.
- Gant toriom e kreñvaer an elektrodoù wolfram a implijer evit soudañ e gwrezverkoù uhel-tre.
- Efedusoc'h eget ar skrammoù plom pe uraniom marv eo ar skrammoù toriom evit sparlañ ar skinoù.
- Envezioù-kannded (anvet "envezioù Welsbach" ivez) a implijer c'hoazh, a ro gouloù gwenn ha kreñv hep skinoberiegezh a-drugarez d'an dioksidenn toriom ThO2 ha d'an nitrat toriom Th(NO3)4 a lakaer en o mantell. Gant ThO2 ivez e farder kroc'hanoù a rank gouzañv gwrezverkoù uhel. An hevelep oksidenn a implijer da gwellaat ar gwer a-benn fardañ ferennoù evit ar binvioù-luc'hskeudenniñ.
- Toriom a lakaer er wolfram abalamour ma c'hall skignañ elektronoù, ar pezh a implijer er fornioù dre gorrskinoù.
Nebeutoc'h-nebeutañ a doriom a vez implijet er bed, e skinoberiegezh o vezañ ar pennabeg. Hep mar e kendalc'ho arver an toriom da vont war zigresk, nemet e vije kavet doareoù marc'hadmatoc'h ha dinoasoc'h d'e genderc'hañ pe deknologiezhioù nevez evel treloskoù evit ar c'hreizennoù derc'hanel en eskemm ouzh an uraniom.
Notennoù
kemmañ- ↑ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
- ↑ Partial radiogenic heat model for Earth revealed by geoneutrino measurements (labour etrebroadel a-stroll), en Nature Geoscience 4, 647-651 (2011) (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
- ↑ SIMMONS John Galbraith, The Scientific 100 — A Ranking of the Most Influential Scientists, Past and Present, Citadel, 2000 ISBN 978-0-8065-2139-8 (en)
- ↑ 4,0 ha4,1 United States Geological Survey (USGS)
- ↑ Er strollad 3 : toriom ha protaktiniom ; er strollad 4 : titaniom, zirkoniom, hafniom ; er strollad 5 : vanadiom.
- ↑ VAN ARKEL Anton Eduard & DE BOER Jan Hendrik, Darstellung von reinem Titanium-, Zirkonium-, Hafnium- und Thoriummetall, Zeitschrift für anorganische und allgemeine Chemie, 1925, 148: 345–350. doi: 10.1002/zaac.19251480133 Wiley Online Library (de) (en) Liamm oberiant 02 MEU 13
- ↑ Ogediñ : er vetalouriezh, reiñ ur stumm d'un tamm metal dre e waskañ ouzh ur stumm-mamm.
- ↑ Lavnenniñ : er vetalouriezh, fadañ follennoù, lavnennoù pe varrennoù gant un tamm metal dre e waskañ etre div granenn-dro.
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Los Alamos National Laboratory (en) Liamm oberiant 14 C'HWE 2013
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |