Louc'h (skinizotop)
Ul louc'h(Daveoù a vank) a reer eus ur skinizotop a gaver en natur a-gementadoù ken bihan ma ne c'haller ket o muzuliañ.
Berroc'h eget oad an Douar, a lakaer da 4,54 ± 0,05 milmilion a vloavezhioù (4,54 x 109 ± 1%), eo hanter-vuhez al louc'hoù ; dre-se ez eo aes o diforc'hañ diouzh an izotopoù kezivik, da lavaret eo an izotopoù a zo koshoc'h eget an Douar : muioc'h ag izotopoù kezivik eget a louc'hoù a gaver, peogwir emañ al louc'hoù o vont da get tamm-ha-tamm.
Un nemedenn zo avat : izotop stabilañ ar plutoniom, 244Pu, a zo naturel ; 80 milion a vloavezhioù (8,08 x 107) eo e hanter-vuhez, met stabil a-walc'h eo evit ma chomfe Pu-244 ken kozh ha stummadur an Douar.
En un doare naturel e vez kenderc'het al louc'hoù, e meur a zoare :
- diwar izotopoù stabil a zo skinataet gant skinoù kosmek, evel an tritiom 3H ;
- diwar digevanidigezh an nukleid pounnerañ dre skinoù α ha skinoù β, evel 227Ac (α) → 223Fr ha (β)- → 227Th ;
- diwar digevanidigezh derc'hanel emdarzhek, evel 235U (α) → 231Th ;
- diwar treuzkemmadur derc'hanel dre skinoberiegezh naturel, evel 40K (ε) → 40Ar.
Liammoù diavaez
kemmañ- International Atomic Energy Agency (en) Liamm (skin)oberiant 10 MEU 13
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 10 MEU 13
- Los Alamos National Laboratory (en) Liamm oberiant 10 MEU 13
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 MEU 13
Daveennoù
kemmañ- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- GREENWOOD Norman N., Chemistry of the Elements, Elsevier Science Ltd., 1997, ISBN 978-0-08-037941-8 (en)
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press, 2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |