Hidrogen-3

Pennañ
Anv, Simbol tritiom, 3H
Neutronoù 2
Protonoù 1
Fedoù Fizikel
Bezañs naturel roudoù
hanter-vuhez 12,32 vloaz
Produ an dezintegradur heliom-3
Mas atomek 3,0160492 u
Spin 1/2+
Reveur a energiezh 14949,794 ± 0,001 keV
Energiezh eread 8481,821 ± 0,004 keV
Dezintegradur Energiezh (MeV)
Dezintegradur beta 0,018590


An tritiom (T pe 3H) zo un izotop eus an hidrogen. 1 proton ha 2 neutron a zo dezhañ.

N'eo ket stabil. Setu ez eo radioaktivel. Embann a ra ur skinadur beta (ß-) tra m'en em dreuzfurm en heliom-3 (3He). E beriodenn pe hanter-vuhez zo kevatal da 12,3 vloaz.

En temperadurioù boas ez eus ur gaz eus an tritiom (HT pe T2). E bezañs oksigen e produ dour tritiet (HTO) dioutañ e-unan.

Bez' ez eus tritiom en natur. Fardet eo e-barzh an aergelc'h dre interaktadur ar skinadur kosmek gant nukleüsoù natriom, oksigen hag argon a zo anezho e gwiskadoù uhelañ an aergelc'h. En em gavout a ra war al leur gant an dourioù glav.

Produet e vez an tritiom gant mab-den ivez :

  • gant an arnodoù termonukleel ez eus bet lakaet ur c'hementad tritiom en aergelc'h 100 gwezh brasoc'h eget gant an aktivelezh naturel (mammenn : CRIIRAD).
  • produet e vez tritiom gant reaktorioù atomek ar c'hreizennoù nukleel. En em gavout a ra en danvez loskus « uzet » ha dilaosket e vez al lodenn vrasañ anezhañ e-pad treterezh an danvez loskus-se.

Graet e vez gant an tritiom er bombezennoù nukleel, dre ober implij eus ar fuzion tritiom-tritiom pe tritiom-deuteriom. A-benn nebeut e vo graet gantañ er reaktor fuzion nukleel ITER da zont.

Kudennoù

kemmañ

Nebeut a skinadur beta a vez embannet gant an tritiom. Koulskoude eo anavezet e-giz kañserigenek. Intrañ a ra ar c'horf dre sunadur, dre euvradur a-dreuz ar c'hroc'hen pe dre lonkadur. Buan en em vesk an dour tritiet gant holl dour ar c'horf. Hervez ur studiadenn kaset gant an AIEA e vez kalz radiotoksekoc'h an dour tritiet (25 000 gwezh !) eget ar stumm gazus anezhañ.

Gant an industriezh nukleel e vez sellet ouzh an tritiom evel nann dañjerus : uzin adtretiñ La Hague zo bet aotreet dileuskel 7 000 TBq (terabecquerel) bep bloaz er stumm dourennek ha 2 200 TBq bep bloaz er stumm gazus. Er bloaz 2002 he deus dilaosket a-getep 11 900 TBq ha 63,2 TBq (mammenn COGEMA).

Kudennoù a vez degaset gant treterezh an tritiom. Diaes ha koustus eo dispartiañ an tritiom diouzh an aer. Ouzhpenn se eo diaes-kenañ da vagazennañ. An disterañ spluiuster a ro an tu dezhañ da zileuskel. Akomotoc'h eo gant an industriezh dileizhañ ha strewiañ anezhañ e-barzh dourioù Mor Breizh, er mod-se e vez feurioù izeloc'h a vecquerel dre litr sañset.

E vas atomek zo 3,016.