Gadoliniom
Un elfenn gimiek eo ar gadoliniom ; Gd eo e arouez kimiek, 64 e niver atomek ha 157,250 e dolz atomek.
Gadoliniom | ||||
---|---|---|---|---|
Europiom – Gadoliniom – Terbiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 64 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 157,250 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f7 5d1 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 25, 9, 2 | ||||
![]() | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 593,365 kJ/mol 2 : 1 166,507 kJ/mol 3 : 1 990,491 kJ/mol 4 : 4 235,351 kJ/mol | |||
Skin atomek | 234 pm | |||
Skin kenamsav | 182 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 7,870 g/cm3 | |||
Teuzverk | 1 313 °C | |||
Bervverk | 3 273 °C | |||
Tredanharzusted | 1,31 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
![]() | ||||
![]() |
Istor kemmañ
Un tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini ar gadoliniom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar gresianeg "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom a voe dinoet ennañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880, dre ensellet skalfad un tamm kailh gadolinit ha hini un tamm kerit ma kavas muioc'h eus an elfenn nevez. Dont a reas a-benn da dennañ stumm oksidet anezhi eus an tamm kerit, ha gadolinium a zibabas da anv an elfenn nevez, diwar anv ar c'hailh a oa bet anvet en enor d'ar c'himiour ha douarour finlandat Johan Gadolin.
E 1886 e voe tennet ar metal eus un tamm kerit gant Paul Émile Lecoq de Boisbaudran.
Perzhioù kemmañ
Ur metal liv an arc'hant eo ar gadoliniom glan ; orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe, ha govelius eo, da lavaret eo e c'haller e bladañ a-daolioù mailh.
Ferromagnetek eo ar gaodoliniom e gwrezverkoù yenoc'h eget 20 °C : treiñ a ra da warell ; pa vez tommoc'h eget 20 °C e tro da gewarellek, ret eo e vije en ur gwarellvaez kreñv evit ma trofe da warell.
Kimiek kemmañ
Aes eo lakaat ar gadoliniom da zazgwerediñ gant an darn vuiañ eus an elfennoù all, daoust dezhañ bezañ stabil a-walc'h en aer sec'h en 20 °C. Buan avat e koll e lufr pa vez mouest an aer, en abeg da stummadur ur gwiskad oksidenn (Gd2O3) a ziskant en ur lezel muioc'h a vetal da c'houzañv an oksidadur : 4 Gd + 3O2 → 2 GdO3.
- Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo dazgweredusted ar gadoliniom en dour :
Gorrek e tazgwered en dour yen, ha buan en dour zomm.
- Aes eo dileizhañ ar gadoliniom en drenkenn sulfurek :
- 2 Gd [k] + 3 H2SO4 [dz] + 18 H2O [d] → 2 [Gd(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3 H2 [g]
- E gwrezverkoù tost da 200 °C e tasgwered Gd gant an halogenoù, aroueziet amañ dre X :
- 2 Gd + 3 X2 → 2 GdX3
Izotopoù kemmañ
Gadoliniom a gaver en natur, e stumm 6 izotop stabil hag ur skinizotop, 152Gd, 1.08×1014 bloavezh e hanter-vuhez. Gadoliniom-158 eo an izotop paotañ.
Skinizotopoù all zo bet kevanaozet, 29 anezho, an hini stabilañ o vezañ 150Gd gant un hanter-vuhez a 1.79×106 bloavezh.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
152Gd | 0,2 | 1,08x1014 bloavezh | 148Sm |
154Gd | 2,18 | stabil, 90 neutron | |
155Gd | 14,8 | stabil, 91 neutron | |
156Gd | 20,47 | stabil, 92 neutron | |
157Gd | 15,65 | stabil, 93 neutron | |
158Gd | 24,84 | stabil, 94 neutron | |
160Gd | 21,86 | > 1,3x1021 bloavezh | 160Dy |
Arver kemmañ
Nebeut a zedalvezadurioù zo d'ar gadoliniom, met pouezus int.
- Trawalc'h eo lakaat 1% a c'hadoliniom er c'hendeuzadoù krom 24Cr pe houarn 26Fe evit gwellaat o goveliusted, o orjalennusted hag evit ma talc'hfent gwelloc'h ouzh an oksidadur hag er gwrezverkoù uhel.
- An izotop Gd-157 a implijer er skeudennerezh dre zasson gwarellel (SDG), evit dinoiñ yoc'hennoù krankrek pergen ; abalamour d'e ferromagnetegezh ez implijer Gd en SDG ivez evit gwellaat ar skeudennoù, pa c'haller diforc'hañ aesoc'h etre ar gwiadoù yac'h hag ar re glañv.
- Dre m'eo gouest da lonkañ neutronoù ez arverer gadoliniom evit hobregonañ an dazgwerederioù derc'hanel hag evit gwareziñ kefluskerioù derc'hanel al listri-spluj.
- Ur c'henaozad gadoliniom, Gd3Ga5O12, kevret gant neodimiom, disproziom pe iterbiom, a implijer da fardañ laseroù a-benn kenderc'hañ pladennoù-stumm (CD, CD-ROM, DVD) ; gwezhall ez arvered ar c'henaozad-se evit fardañ diamant faos ha memorioù gwarellnez evit an urzhiataerioù.
Notennoù kemmañ
- ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
- ↑ Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
Daveennoù kemmañ
- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |