Europiom
Un elfenn gimiek eo an europiom ; Eu eo e arouez kimiek, 63 e niver atomek ha 151,964 e dolz atomek.
| ||||
---|---|---|---|---|
Samariom – Europiom – Gadoliniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 63 | |||
Rummad kimiek | Lantanidoù | |||
Strollad | Lantanidoù | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | 151,964 | |||
Aozadur elektronek | ||||
[Xe] 4f7 6s2 Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 25, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | + 3, +2 Oksidenn vazennek skañv | |||
Tredanleiegezh | 1,2 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 547,110 kJ/mol 2 : 1 085,459 kJ/mol 3 : 2 404,413 kJ/mol 4 : 4 119,920 kJ/mol | |||
Skin atomek | 235 pm | |||
Skin kenamsav | 198 ±6 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 5,248 g/cm3 | |||
Teuzverk | 822 °C | |||
Bervverk | 1 529 °C | |||
Tredanharzusted | 0,90 nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
Istor
kemmañUn tamm eus istor kemplezh al lantanidoù, anvet douaroù rouez ivez, eo hini an europiom.
E 1803 e voe dizoloet ar c'heriom 58Ce ; e 1839 e teuas ar c'himiour svedat Carl Gustaf Mosander a-benn da gavout div elfenn all er standilhon a oa bet anvet "keriom" : al lantanom 57La hag un elfenn all a anvas didymium diwar ar ger gresianek evit "gevellelfenn".
Pelloc'h e voe furchet ar standilhon, hag e 1879 e voe dizoloet ar samariom 62Sm ennañ gant ar c'himiour gall Paul Émile Lecoq de Boisbaudran ; ur meskaj eo an didimiom ivez, evel m'er prouas ar skiantour aostrian Carl Auer von Welsbach e 1885 : prazeodimiom 59Pr ha neodimiom 60Nd a ya da sevel an didimiom e gwirionez[1].
Ar samariom zoken ne oa ket glan : ar gadoliniom 64Gd a voe tennet diwarnañ gant ar c'himiour gall Jean Charles Galissac de Marignac e 1880.
Ne oa ket echu an istor c'hoazh avat : e 1896 e kredas d'ar c'himiour gall Eugène-Anatole Demarçay e oa un trede elfenn er samariom, a zeuas a-benn da hiniennekaat e 1901 hag a anvas europiom en enor da Europa.
Perzhioù
kemmañUr metal liv an arc'hant eo an europiom glan. Dre ma vez oksidet buan en aer hag en dour ne vez gwelet nemet en e stumm dislivet. Orjalennus eo an europiom, e zouester o vezañ par da hini ar plom 82Pb ; treluc'hek e teu pa vez kendeuzet gant elfennoù all. Dreistreüs e teu 63Eu da vezañ pa vez lakaet yenoc'h eget -271,35°C ha da c'houzañv ur gwaskad kreñvoc'h eget 80 GPa.
Kimiek
kemmañAl lantanid dazgweredusañ eo an europiom.
- Par da hini ar c'halkiom 20Ca eo e zazgweredusted en dour :
- 2 Eu [k] + 6 H2O [d] → 2 Eu(OH)3 [dz] + 3 H2 [g][2]
- Buan e vez oksidet en aer, ha peg a ra an tan ennañ pa vez lakaet etre 150 ha 180 °C ; oksidenn europiom(III) a ro neuze :
- 4 Eu [k] + 3 O2 [g] → 2 Eu2O3 [k]
- Aes eo dileizhañ an europiom en drenkenn sulfurek :
- 2 Eu [k] + 3 H2SO4 [dz] → 2 [Eu(H2O)9] [dz] + 3 SO4 [dz] + 3H2 [g]
Izotopoù
kemmañEuropiom-151 hag Eu-153 a gaver en natur, 153Eu o vezañ an hini paotañ hag an hini stabilañ. Skinizotopoù zo bet kevanaozet dre skiriedigezh, 35 anezho, an hini stabilañ o vezañ Eu-150.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanad |
---|---|---|---|
150Eu | kevanaozet | 36,9 bloavezh | 150Sm |
151Eu | 47,8 | 5x1018 bloavezh | 147Pm |
152Eu |
kevanaozet |
13,516 bloavezh | 152Sm dre zegerc'had |
152Gd dre skinoù β | |||
153Eu | 52,2 | stabil, 90 neutron |
Arver
kemmañNebeut a zedalvezadurioù zo d'an europiom ; tennañ splet eus treluc'h e genaozadoù a reer peurvuiañ.
- Er gwer a implijer da fardañ laseroù hag ardivinkoù luc'helektronek all e lakaer oksidenn europiom Eu2O3 a-benn kaout ul liv ruz : er skrammoù skinwel e kaver etre 0,5 hag 1 g ag europiom, a gaver ivez er c'hleuzeurioù (lampoù) treluc'hek. Lod kenaozadoù Eu a ro ul liv arc'hlas, ha dre o meskañ gant terbiom 65Tb — a ro ul liv etre melen ha gwer — e c'haller kaout gouloù arwenn.
- Arveret e vez a-wezhioù evit lonkañ an neutronoù en dazgwerederioù derc'hanel.
Notennoù
kemmañ- ↑ Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 10 GEN 13
- ↑ Alc'hwez : k = kalet, d = dourek, dz = dourzileizhenn, g = gaz
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de FranPr (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-InterscienPr, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Jefferson Lab (en) Liamm oberiant 22 KZU 2012
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- Les propriétés chimiques (fr) Liamm oberiant 07 GEN 13
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |