Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo an amerikiom ; Am eo e arouez kimiek, 95 e niver atomek ha 243,061 e dolz atomek.
Ar seizhvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.

Amerikiom
PlutoniomAmerikiomKuriom

Eu
Am
Taolenn beriodek, Amerikiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 95
Rummad kimiek Aktinidoù
Strollad Aktinidoù
Trovezh 7
Bloc'h f
Tolz atomek [243]
Aozadur elektronek
Aozadur elektronek an atomoù
[Rn] 5f7 7s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 25, 8, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 7, +6, +5, +4, +3, +2
(Oksidenn ueleizhidik)[1]
Tredanleiegezh 1,30 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 576,38 kJ/mol
2 : 1 130 kJ/mol
3 : 2 090 kJ/mol
Skin atomek 175 pm
Skin kenamsav 166 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 13,780 g/cm3
Teuzverk 1 176 °C
Bervverk 2 880 °C
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn
Amerikiom
Amerikiom

Goude ar c'huriom 96Cm e voe dizoloet an amerikiom 95Am. Bez' ez eus bet anezhañ war an Douar e-pad milionoù a vloavezhioù koulskoude, pa veze kenderc'het e kreizennoù derc'hanel naturel en Oklo e Gabon[2]. Ur milmilion a vloavezhioù zo e paouezjont da vont en-dro, ha dre ma 'z eo 7 370 bloavezh hanter-vuhez an izotop stabilañ, Am-243, n'eus mui nemet louc'hoù eus an amerikiom e krestenenn an Douar.
E 1944 e voe kevanaozet amerikiom-241 a-ratozh-kaer e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Glenn Theodore Seaborg, Ralph A. James, Leon Owen Morgan hag Albert Ghiorso dre skinata plutoniom gant neutronoù en ur greizenn derc'hanel. Priz Nobel ar Gimiezh 1951 a yeas gant Glenn T. Seaborg evit bezañ dizoloet kimiezh an elfennoù pounneroc'h eget an uraniom, hag evit bezañ klokaet taolenn drovezhiek an elfennoù dre ouzhpennañ an aktinidoù. Da Edwin Mattison McMillan e voe roet ar Priz ivez, p'en devoa dizoloet an neptuniom e 1940. E Skol-veur Chicago e voe gwiriekaet kavadenn an amerikiom.
Dre m'emañ an elfenn 95 e renkennad an aktinidoù dres dindan al lantanid europiom 63Eu e voe anvet americium en enor d'ar c'hevandir amerikan[3].

Perzhioù

kemmañ

Ur metal teir gwezh skinoberiekoc'h eget ar radiom eo an amerikiom. Liv an arc'hant zo gant ar metal glan. Blot a-walc'h eo, aes eo e zistummañ.
Kewarellek eo an amerikiom, da lavaret eo e tro da warell pa vez lakaet en ur gwarellvaez diavaez, en ur skalfad gwrezverkoù em astenn eus -269 °C (pa vez dourek an heliom) betek tommoc'h eget 20 °C.

Kimiek

kemmañ

Goustadik e koll e lufr pa vez lezet en aer, peogwir e tazgwered gant an oksigen. Par da re al lantanidoù eo perzhioù 95Am da-geñver an oksidadur hag an direadur.
Aes eo dileizhañ an amerikiom en trenkennoù.

Izotopoù

kemmañ

Naontek izotop eus an amerikiom zo anavezet, eus 231Am betek 249Am, an hini stabilañ o vezañ Am-243 gant un hanter-vuhez a 7 370 bloavezh. Eus 0,64 µs betek 50,8 eurvezh eo skalfad hanter-vuhez an izotopoù all.
Evel an uraniom-235 ez eo an izomer derc'hanel amerikiom-242m gouest da c'houzañv ar skririad derc'hanel, ar pezh a c'hall bezañ arveret da erlerc'hiañ ouzh an uraniom evit kenderc'hañ tredan e kreizennoù derc'hanel bihan[4].

Izotopoù stabilañ an amerikiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez Digevanidigezh
241Am louc'h 432,2 vloavezh α237Np

242mAm

louc'h

141 bloavezh

ID242Am
α → 238Np
243Am louc'h 7 370 bloavezh α → 239Np

Kenderc'hadur

kemmañ

Fizikel

kemmañ

Kilogrammoù Am-241 hag Am-243 zo bet dastumet abaoe ma 'z eus kreizennoù derc'hanel da genderc'hañ tredan (1951, e Stadoù-Unanet Amerika), hogen ken kemplezhek eo o hiniennekaat a-douez an dilerc'hioù skinoberiek ma ranker paeañ war-dro 1 200 € evit 1 gramm 241Am ha war-dro 130 000 € evit kement all ag Am-243. Aesoc'h ha marc'hadmatoc'h eo kevanaozañ amerikiom dre zazgweredoù derc'hanel diouzh an ezhomm.
Ret eo kenderc'hañ Pu-239 — dre an argerzh bet implijet gant E. M. McMillan pa zizoloas 239Np e 1940 — kent e skinata d'e dro evit reiñ Am-241 :

238 U + 1 n —→ 239 U β-
————→
23 mn
239 Np β-
————→
2,355 devezh
239 Pu + 1 n x 2 —→ 241 Pu β-
————→
14,35 bloavezh
241 Am
92 0 92 93 94 0 94 95

Hir eo an argerzh avat, tost da 15 bloavezh, hag an hanter hepken eus ar plutoniom a dro da amerikiom. Goude 70 bloavezh e c'hounezer ar pep muiañ eus Am-241.
Tu zo da lakaat Am-241 en un dazgwrereder derc'hanel adarre evit ma pakfe neutronoù all a-benn treiñ da Am-242 (79 %) hag Am-242m (10 %). Abalamour ma 'z eo 16 eurvezh hepken hanter-vuhez 242Am ez eo gwell kenderc'hañ Am-243 war-eeun diwar Pu-239 :

239 Pu + 1 n x 4 —→ 243 Pu β-
————→
4,956 eurvezh
243 Am
94 0 94 95

Kimiek

kemmañ

Lantanidoù hag aktinidoù oksidet zo en trelosk a zo bet arveret en dazgweredoù derchanel, a anver trelosk MOX (Mixed OXides, "oksidennoù mesket"). Ret eo tennañ ar plutoniom hag an uraniom eus ar MOX kent didoueziañ al lantanidoù oksidet hag an aktinidoù oksidet ; goude-se e tivesker an amerikiom hag ar c'huriom a-douez an aktinidoù oksidet.
Dre goazhañ kenaozadoù an amerikiom e teuer a-benn da c'hounez ar metal glan ; fluoridenn amerikiom ha dioksidenn amerikiom a implijer :

  • 2 AmF3 + 3 Ba2 Am + 3 BaF2
  • 3 AmO2 + 4 La3 Am + 3 La2O3
 
Diabarzh un dinoer-moged
dre amerikiom-241

Dinoerioù-moged eo an arver pennañ a vez graet gant amerikiom ; an elfenn gevanaozet nemeti eo a gaver er vuhez pemdez.

Lod dinoerioù-moged a gaver er c'henwerzh evit gwareziñ an tiez a ya en-dro dre skinadoù ionaus a zo ganet gant amerikiom-241 en e stumm AmO2.
Tremen a ra ar skinoù dre ur gambr-ionaat ma c'hanont ur red tredan stabil etre an elektrodoù ; mar deu moged er gambr e wana ar red tredan hag e teu un arhent diwall. An izotop Am-241 a implijer er gwikefreoù-se abalamour ma vann 5 gwezh muioc'h a skinoù α eget Ra-226.
War-dro 0,28 µg amerikiom zo en un dinoer boutin pa vez nevez, da lavaret eo 37kBq, pe c'hoazh 37 000 digevanad bep eilenn. Peogwir eo 432,2 vloavezh hanter-vuhez 241Am e kaver war-dro 3 % a neptuniom-237 en dinoer goude 19 bloavezh, war-dro 5 % goude 32 vloavezh ; 2,144 milion a vloavezhioù eo hanter-vuhez Np-237.

Notennoù

kemmañ
  1. Gouest eo da zazgwerediñ koilz evel un drenkenn pe ur vazenn, diouzh stad e oksidadur.
  2. PAKSBI Andrew Karam, The Natural Nuclear Reactor at Oklo: a Comparison with Modern Nuclear Reactors, 2005, Idaho State University (en) Liamm oberiant 09 MEU 13
  3. SEABORG Glenn T. & JAMES Ralph A. & MORGAN Leon O, The New Element Americium (Atomic Number 95), 1948, Office of Scientific & Technical Information (en) Liamm oberiant 09 MEU 13
  4. RONEN Y. & ABOUDY M. & REGEV D., A novel method for energy production using 242mAm as a nuclear fuel, en Nuclear Technology, 2000, vol. 129, niv.3, pp. 407-417 INIST-CNRS (en) Liamm oberiant 09 MEU 13

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok