Un elfenn gimiek eo an arsenik, anvet arsenom ivez ; As eo e arouez kimiek, 33 e niver atomek ha 74,922 e dolz atomek. Ur metaloid eo an arsenik.

Arsenik
GermaniomArsenikSeleniom
P
As
Sb
taolenn beriodek, Arsenik
taolenn beriodek, Arsenik

Niver atomek 33
Rummad kimiek Metaloid
Strollad 15
Trovezh 4
Aozadur elektronek [Ar] 3d10 4s2 4p3
Niver oksidadur -3, +3, +5
Tredanleiegezh 2,18
Skin atomek 124,5
Tolz atomek 74,92160

Arsenik / Arsenom naturel

Dibaaot a wezh e kaver strinkennoù arsenik glan en natur ; dindan e stumm maenat en e gaver.
Sina eo ar c'henderc'her arsenik pennañ er bed (25 000 tonennad e 2011[1], dirak Chile (11 500 t) ha Maroko (8 000 t). D'o heul : Perou, Rusia, Belgia, Kazakhstan, Mec'hiko. War-dro 52 000 tonennad ag arsenik a voe kenderc'het er bed e 2011.

Gerdarzh

kemmañ
  • Orpimant a rae ar Vretoned gant maenad an arsenik[2], diwar ar galleg orpiment, o tont eus al latin auripigmentum, "liv an aour".
  • Arsenik eo anv an elfenn, diwar ar galleg (1398) arsenic, < latin arsenicum, < henc'hresianeg Αρσενικόν arsenikon, < sirieg az-zarniqa, < perseg zarnik < *zarna ("aour") < Indezeuropeg *ghel- ("skediñ").[3]
• Dre fazi ez eo bet lakaet arsenic da zeverañ diouzh Αρσενικός arsenikos ("gourel", "galloudus") en abeg da c'halloud ar pistri moarvat.

Abaoe Oadvezh an Arem d'an diwezhatañ e oar mab-den a-zivout sulfidenn velen an arsenik, pa veze lakaet en arem evit e galetaat.
En Henamzer e voe graet heñvel, hag implijet e veze da ober liv melen evit an arzoù. Er vezegiezh ivez e voe arveret, koulz en Europa hag e Sina, dindan e stumm trisulfidennek A2S3 (an orpimant).
En VIIIvet kantved e voe kenaozet an deiroksidenn arsenik (As2O3, "arsenik gwenn") gant an alkimiour arab Abu Musa Jâbir ibn Hayyân Al-Azdi. Dre m'eo divlaz ha dic'hwezh e voe ur pistri galloudus, anvet pistri ar Rouaned ha roue ar pistrioù ; ne voe ket tu d'e ziguzhat er boued kent an XXvet kantved.

E 1250 e voe kavet an elfenn e-unan gant ar c'himiour german Albrecht von Bollstädt, lesanvet Albertus Magnus pe sant Alberzh Meur (1193-1280), dre lakaat ur meskaj orpimant ha soavon da dommañ.
E 1649 ez embannas an apotiker german Johann Schröder daou zoare da fardañ arsenik. E 1760 e fardas an apotiker-kimiour gall Louis-Claude de Gassicourt (1731-1799), hep gouzout dezhañ pa oa o klask aozañ liv diwelus evit skrivañ, ar c'hentañ kenaoz diazezet war an arsenik, anvet kakodil (tetrametildiarsenik, C4H12As2)[4]. Armoù kimiek graet gant arsenik a voe implijet e-kerzh ar Brezel-bed kentañ.

Perzhioù

kemmañ

Kimiek

kemmañ

Tost-tre d'e amezeg er strollad 15, ar fosfor, eo an arsenik. Tri stumm zo dezhañ en natur, a anavezer diouzh o liv du, griz pe velen.
Oksidet e vez pa vez lakaet da zeviñ en aer ; da drioksidenn arsenik' (AS2O3) e tro neuze, gant c'hwezh ar c'hignen ; an hevelep kenaoz a c'haller kaout dre lakaat arsenik e darempred gant an drenkenn sulfurek H2SO4. Trenkenn arsenik (H3As04)a ro gant an drenkenn nitrek HNO3 devec'hiet, ha trenkenn ortoarsenius(H3As03) dre an HNO3 tanav.
Da 614 ° C e sec'hdarzh, da lavaret eo e tro da c'haz.

Izotopoù

kemmañ

75As eo an izotop paotañ en natur, an hini a anver As. Tremen tregont skinizotop zo bet krouet gant mab-den betek-henn, eus 60As betek 92As ; 73As eo an hini stabilañ, gant un hanter-vuhez a 80,3 devezh.

Er gounezerezh

kemmañ
  • Pistrius eo an arsenik, setu e veze implijet evit gwareziñ ar prenn diouzh an amprevaned, ar bakteri hag ar fungi dindan e stumm arsenat kouevr kromet er bed a-bezh abaoe ar bloavezhioù 1930. Adalek 2004 e voe berzet en Unaniezh Europa hag e Stadoù-Unanet Amerika, met arveret e vez c'hoazh er broioù all[5].
  • Kenaozadoù arsenik ha plom a veze arveret da wareziñ ar gwez-frouezh, met adalek ar bloavezhioù 1950 e voent erlerc'hiet gant kenaozadoù arsenik hepken, a zo dizroukoc'h evit yec'hed mab-den.
  • Arsenik a lakaer e boued ar yer c'hoazh, evit mirout outo a vezañ klañv hag evit ma kreskfent buanoc'h.

Er greanterezh

kemmañ

Er vezegiezh

kemmañ

Arsenik a veze arveret kent dizoloadur an enebbevoù gant ar Skosad Sir Alexander Fleming e 1928.
Trioksidenn arsenik As2O3 a voe arveret abaoe ar XVIIvet kantved a-benn stourm ouzh ar c'hrign-bev.

Er brezel

kemmañ

A-hed Brezel Viêt Nam ez arveras ar Stadoù-Unanet ar "Gwezher Glas" (Blue Agent) , ur meskaj a 65 % kakodilat sodiom (CH3)2AsOOH ha 35 % trenkenn nitrek NaCl a zo ul lazhgeot, evit distrujañ ar rizegi hag an deliaouegi.

Notennoù

kemmañ
  1. United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12
  2. Geriadur Gregor a Rostrenen
  3. (en) Etymonline Liamm oberiant 13 HER 12
    Ne 'm eus ket kavet gwelloc'h lec'hienn ; netra e galleg, ha berr eo gerdarzh arsenic er geriadurioù gallek — ned eont ket en tu all d'al latin.
  4. (en) American Chemical Society Liamm oberiant 14 HER 12
  5. (en) ROBERT Didier, LICHTHOUSE Eric & SCHWARZBAUER Jan, Environmental Chemistry — Green Chemistry and Pollutants in Ecosystems, Springer, 2004 ISBN 978-3-540-22860-8

Daveennoù

kemmañ
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok