Germaniom
Un elfenn gimiek eo ar germaniom ; Ge eo e arouez kimiek, 32 e niver atomek ha 72,64 e dolz atomek. Ur metaloid eo ar germaniom.
| ||||
---|---|---|---|---|
Galliom – Germaniom – Arsenik | ||||
| ||||
| ||||
Niver atomek | 32 | |||
Rummad kimiek | Metaloid | |||
Strollad | 14 | |||
Trovezh | 4 | |||
Aozadur elektronek | [Ar] 3d10 4s2 4p2 | |||
Niver oksidadur | +2, +4 | |||
Tredanleiegezh | 2,01 | |||
Skin atomek | 187 | |||
Tolz atomek | 72,64 | |||
| ||||
| ||||
Sina eo ar c'henderc'her germaniom pennañ er bed (80 000 tonennad e 2011[1], dirak Rusia (5 000 t) ha Stadoù-Unanet Amerika (3 000 t). Ouzhpenn da gement-se, 30 000 t a c'hermaniom a voe kenderc'het er broioù all e 2011.
Istor
kemmañE 1869 e skrivas Dmitriy Mendeleyev en e Daolenn, linenn 10 : C=12 Si=28 ?=70 Sn=118 ; rakjedet en devoa neuze e vije un elfenn naturel he zolz atomek dambar da 70, etre ar silikiom hag ar staen.
E 1885 e voe dizoloet en ur vengleuz ur meinad nevez aozet gant arc'hant, sulfur hag un elfenn dianav. Gant ar c'himiour Clemens Alexander Winkler e voe termenet an elfenn nevez-se e 1886, ar maenad o vezañ Ag8-?-S8. Diwar anv latin e vro, Germania, e vadezas Clemens Winkler an elfenn nevez.
Abalamour ma 'z eo perzhioù ar germaniom tost da re an arsenik 33As ha da re ar stibiom 51Sb e voe goulennoù a-zivout lec'h ar germaniom e Taolenn D. Mendeleyev, hogen dre m'en devoa ar c'himiour rusat rakwelet e vije un elfenn gant perzhioù kar d'an hini nevez-dizoloet e voe divizet e oa 32Ge an elfenn-se, ar pezh a voe kadarnaet pa c'hallas C. Winkler dielfenniñ 500 kg eus ar maenad e 1887.
Perzhioù
kemmañKimiek
kemmañUr metaloid lufrus gwenn-arc'hriz eo ar germaniom. Damheñvel eo e berzhioù kimiek ouzh re e amezeien e strollad ar c'harbon, ar silikiom hag staen.
Evel ar silikiom e tazgwered gant an oksigen en natur, hogen re gizidik eo ouzh an oksigen setu ne vez ket kavet germaniom glan war an douar (pa gaver silikiom en e stumm glan). Da ledreüzenn e tro ar germaniom pa vez puraet.
Digemm e chom pa vez lakaet da zaremprediñ aer, dour, ur vazenn hag an darn vuiañ eus an trenkennoù — gant an drenkenn nitrek HNO3 avat e vez peuroksidet.
Izotopoù
kemmañPemp izotop eus ar germaniom a gaver war an Douar : 70Ge, 72Ge, 73Ge, 74Ge ha 76Ge, a zo un tammig skinoberiek.
An izotop 74Ge a gaver an aliesañ, 36 % eo e builhder naturel (da lavaret eo ez eus 36 % eus 74Ge er germaniom a gaver en natur).
Pa vez bombezennet gant rannigoù A e ro an izotop 72Ge an izotop 72Se (Seleniom) en ur zistagañ elektronoù karget a c'hremm ; neuze ez arverer 72Ge kemmesket gant radon da fardañ daspugnerioù atomek.
Arver
kemmañPa vez e-unan (tennet eus ur maenad) e vez ar metaloid germaniom arveret evel ul ledreüzenn en transistorioù, a voe an diazez eus an ardivinkoù elektronek arnevez kentañ ; e-pad un dek bloavezh bennak e voe ar germaniom an elfenn nemeti a veze implijet da sevel transistoroù, hogen 2 % hepken eus an ardivinkoù elektronek a-vremañ zo diazezet war ar germaniom, a zo bet erlec'hiet gant ar silikiom dreistpuraet. Ar c'hendeuzad silikiom-germaniom (Si-SiGe) avat a vez implijet en ardivinkoù a-vremañ peogwir ez eo kalz buanoc'h eget ar silikiom.
Un implij all zo bet kavet d'ar germaniom koulskoude : fardañ GeO2, a vez arveret en neudennoù luc'hek a ya da sevel ar rouedadoù pellgehenterezh a gas an ditouroù niverel dre ar bed a-bezh.
Er c'helligoùigoù-heol e vez implijet ivez, evel el lestrig-ergerzher Curiosity a zo war ar blanedenn Meurzh.
E Japan hepken ez arverer GeO2 evel trelusker da fardañ ar mezell PET, da lavaret eo polietilen tereftalat (C10H3O4)n.
Notennoù
kemmañ- ↑ United States Geological Survey (en) Liamm oberiant 13 HER 12
Daveennoù
kemmañ- American Chemical Society (en) Liamm oberiant 25 DU 12
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Gimiezh, Preder, Plomelin, 2008 ISBN 978-2-901383-69-7 Preder
- AN NOALLEG Yann-Baol, Geriadur ar Fizik, Preder, Plomelin, 2006 ISBN 978-2-901383-64-2
- Annales de chimie et de physique, Gallica / Bibliothèque nationale de France (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic weights of the elements 2007 (IUPAC Technical Report) Pure an Applied Chemistry (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Atomic Weights and Isotopic Compositions for All Elements National Institute of Standards and Technology (en) Liamm oberiant 18 HER 12
- Bureau de Recherche Géologique et Minière (BRGM) (fr) Liamm oberiant 26 HER 12
- CONSIDINE Glenn D., Van Nostrand's Encyclopedia of Chemistry, Wiley-Interscience, 2005 ISBN 978-0-471-61525-5 (en)
- DEPOVERE Paul, La classification périodique des éléments — La merveille fondamentale de l'Univers, De Boeck, Brussels, Belgia, 2002 ISBN 978-2-8041-4107-3 (fr)
- EMSLEY John, Nature's Building Blocks — An A-Z Guide to the Elements, Oxford University Press, 2001 ISBN 978-0-19-850341-5 (en)
- Geriadur brezhoneg An Here, Plougastell-Daoulaz, 2001 ISBN 978-2-86843-236-0
- ÉTIENNE Guy, Geriadur ar Stlenneg, Preder, 1996 ISBN 978-2-901383-14-7
- HOLDEN Norman, History of the Origin of the Chemical elements and Their Discoverers, New York, 2001 Brookhaven National Laboratory (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- International Union of Pure and Applied Chemistry (IUPAC) (en) Liamm oberiant 26 HER 12
- Joint Institute for Nuclear Research (ОИЯИ e Dubna) (en) Liamm oberiant 25 DU 2012
- LIDE David R., CRC Handbook of Chemistry and Physics - 88th Edition, CRC Press,2007 ISBN 978-0-8493-0488-0 (en)
- National Nuclear Data Center (en) Liamm oberiant 09 KZU 12
- Royal Society of Chemistry (en) Liamm oberiant 03 KZU 2012
- STWERTKA Albert, A Guide to the Elements, Oxford University Press, 1996 ISBN 978-0-19-508083-4 (en)
- Webelements (en) Liamm oberiant 26 HER 2012
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |