Radon
Un elfenn gimiek eo ar radon, 86 eo e niver atomek hag Rn e arouez.
Ur gaz nobl eo, skinoberiek, diliv, dic'hwezh, hag a-orin naturel evit an aliesañ. Dañjerus eo ivez evit an den pa c'hall degas krign-bev ar skevent.
Astat – Radon – Frankiom | ||||
|
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 86 | |||
Rummad kimiek | Gaz nobl | |||
Strollad | 18 | |||
Trovezh | 6 | |||
Bloc'h | p | |||
Tolz atomek | 222 | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Xe] 4f14 5d10 6s2 6p6 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | 0, +2, +6 | |||
Tredanleiegezh | 2,20 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 1 037,1073 kJ/mol | |||
Skin atomek | 220 pm | |||
Skin kenamsav | 146 pm | |||
Skin Van der Vaals | 220 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Gaz | |||
Douester (≈20°C) | 9,73 g/cm3 | |||
Teuzverk | -71°C | |||
Bervverk | -61,7°C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet | |||
|
Bez' ez anavezer 35 izotop eus ar radon hiziv an deiz, met ne gaver nemet pevar anezho en natur. Eus ar re-mañ eo ar radon-222 an hini paotañ. Dont a ra diwar skioberiegezh ar radiom-235 da heul hini an uraniom-238. Un hanter-vuhez a 3,823 devezh en deus ha skignañ a ra skinoù α. Pa vez kalz a radon en aergelc'h (e poull ur vengleuz pe en un ti...) e ro ar skinoberiegezh poloniom-218 (hanter-vuhez : 3,1 mn). Skinoù α all a zeu buan, hag a ro plom-214 (26,8 mn) ha bismut-214 (19,7 mn) da c'houde ha, war-lerc'h c'hoazh, poloniom-214 (164 µ) hag er fin plom-210, kalz hiroc'h e vuhez (22,3 bloavezh).
Enalet e vo gant ar boudoù bev, ha chom a ray en o skevent. Skinoberiek eo ar plom-se ha dindan levezon ar skinoberiegezh-se e vo ar skevent. Setu perak eo dañjerus ar radon, hag an eil abeg pennañ da grign-bev ar skevent eo ar radon war-lerc'h ar butun.
Kimiezh | Elfennoù kimiek |
---|
Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anv •
Taolenn beriodek |