Nzérékoré
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Nzérékoré, skrivet ivez N'Zérékoré, eo eil kêr vrasañ Ginea (etre 250 000 ha 300 000 annezad e 2008) goude kêr-benn ar vro Conakry, pennlec'h rannvro Nzérékoré, e gevred ar vro. Dont a ra anv ar gêr eus N'Zalikole, a dalv "E-kichen ma mammenn, ma stêr" pe "E-kichen ma louzoù"[1] e kpelleeg, yezh ar boblañs vrasañ, ar C'hpelle, anvet 'Guerzés' e galleg. Kalz stêrioù bihan a zo e N'Zérékoré, ha lod a grog enni. Savet eo bet kêr Nzérékoré tro-dro d'ul lenn stanket hiziv, bet savet goude stankadenn ar stêr N'Zali pe N'Zélé[2].
Ur c'hresk bras a voe e poblañs Nzérékoré goude an Eil Brezel-bed pa zeuas ar gêr da vezañ ur greizenn velestradurel ha kenwerzhel. Er bloavezhioù 1990 ha 2000 e teuas enni kalz a repuidi eus Liberia hag Aod an Olifant.
Daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) RÉMY Mylène, La Guinée aujourd'hui, Les éditions du Jaguar, 1999, Pariz, ISBN 2-86950-308-3
- ↑ (fr) MOGENET Luc, Guide de la Guinée, emb. Imprimerie Mission catholique, 1999, Conakry, Ginea