Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur yezh mandeek eo ar c'hpelleeg (kpelle) pe Kpɛlɛwoo. Komzet e vez ar c'hpelleeg gant ar Gpelleed gant etre 800 000[1] hag 1 milion a dud, an hanter anezho e Ginea er rannvro Ginea ar c'hoadoù dreist-holl tro-dro da N'zérékoré, hag an hanter all e Liberia eus tu-all an harz.

Yezhonierien zo a soñj dezho eo ar yezh-se ur c'hontinuom gant yezhoù all evel ar maninkeg.

Ar yezh-se a ne implij ket ar son 'r' a veze anvet 'Guérzé' padal gant ar c'hallaoued. Unan eus an nebeud yezhoù eus Afrika he deus bet he skritur dezhi krouet tro-dro 1930 gant Gbili Sanoyea ur penn-bras eus Liberia[2].

Desket e veze ar yezh-se gant ar vugale er skolioù kentañ derez tro-dro da N'Zérékoré dindan kentañ Republik Ginea (a-raok 1984)[3]. N'eo ket graet ken bremañ.

Skouerioù e Kpelleeg (skrivet e lizherenneg latin)

kemmañ

Pennad kentañ 'Déclaration des droits de l'homme et du citoyen'

kemmañ
Nukan gele kaa pələ kaa tanɔn,
yiliɓa nu kəle maawiyə pələ da tɔɔi gaa ɲei yɛnɛyii hu kɛpələ kaalɔ tanɔn ; 
di kɛmɛni a nukan ŋaa ɓə gɛɛ hwəkɛli wɛlikɛmaa ə lɔ di luwai[2].

Hon tad (Pater Noster)

kemmañ
Kunâŋ gáa ŋele sui,
Tɔɔ ku iláai siɣe a maa waa.
Tɔɔ Ikâloŋ-laai é pá,
Tɔɔ ínîa-mɛni é kέ,
Nɔii ma ɓɛ yɛ̂ɛ berei gáa la Ɣâla-taai.
I kukɔ sâa a kuɣele-kuu tɔnɔ-tɔnɔ mii-sɛŋ;
I ipôlu fe kutɔ̂ŋ-karaa-ŋai dîa,
Yɛ̂ɛ berei kwa kupôlu fè la kuɓarâai ditɔ̂ŋ-karaa-ŋai dîai;
Tɔɔ kutúɛ kufe pili yee-laa-maa su,
Kέlɛ, i kukúla mɛni nyɔ́mɔɔ su[4].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Kpelleeg Ginea ha Liberia war al lec'hienn lennet d'an 31 a viz Mae 2014 http://www.ethnologue.com/language/kpe (en)
  2. 2,0 ha2,1 Les hommes naissent et demeurent libres et égaux en droits. Les distinctions sociales ne peuvent être fondées que sur l’utilité commune. Lennet d'an 31 a viz Mae 2014 el linenn war http://www.omniglot.com/writing/kpelle.htm
  3. lec'hienn bet lennet d'an 31 a viz 2014 http://www.ethnologue.com/language/gkp
  4. Matthew 6:9-13 en Gbanaŋ-woo-kɛɛ ninai ["Kpelle New Testament"]. Monrovia: Bible Society in Liberia and United Bible Societies, 1992. Da wellet el linenn war http://www.christusrex.org/www1/pater/JPN-kpelle-liberia.html. (en)

Gwelet ivez

kemmañ