Baobab
(Adkaset eus Adansonia)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Adansonia grandidieri. | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Iskevrennad : | Dilleniidae | ||||
Urzhad : | Malvales | ||||
Kerentiad : | Bombacaceae | ||||
Genad : | Adansonia | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Baobab[1] pe baobabez[2] eo ar gwez eus ar genad Adansonia (e-touez kerentiad ar Bombacaceae) ennañ nav spesad :
- Adansonia digitata hag Adansonia kilima a gaver e douar-bras Afrika,
- Adansonia gregorii a gaver en Aostralia,
- Adansonia grandidieri, Adansonia madagascariensis, Adansonia perrieri, Adansonia rubrostipa, Adansonia suarezensis hag Adansonia za a gaver e Madagaskar.
Roet eo bet an anv skiantel Adansonia gant al louzawour gall Bernard de Jussieu, diwar anv an naturour gall Michel Adanson (1727-1806) en devoa deskrivet ar spesad Adansonia digitata e 1749.
Lennegezh
kemmañ"Baobab al Lanneier", anv-pluenn ur barzh hag a skrive e-barzh ar gelaouenn Yod-Kerc'h.
Luc'hskeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ ger-stroll, Geriadur brezhoneg-saozneg gant skouerioù rann gentañ, 1986, gant Remon ar Porzh, p.92; Geriadur ar brezhoneg a-vremañ gant Francis Favereau, 2000, pajenn 820.
- ↑ ger stroll, Grand dictionnaire français-breton gant Frañsez Vallée, 1931, pajenn 57; Geriadur brezhoneg An Here, 2001, pajenn 109.