Emgann an Harzoù
emgann ar Brezel-bed kentañ
Emgann an Harzoù zo un anv roet d'un toullad emgannoù e miz Eost 1914, etre ar 7 hag an 23, en Elzas, Loren, ha Belgia, ma voe trec'h an armeoù alaman renet gant Helmuth von Moltke war armeoù saoz, gall ha belgiat, renet gant Joseph Joffre, John French, hag ar roue Alberzh Iañ. 1 690 000 Alaman a gemeras perzh dirak 1 046 000 soudard gall, 70 000 Saoz, ha 117 000 Belgiad.
206 515 Gall a eas da goll (20 253 a voe lazhet, 78 468 gloazet, 107 794 steuziet e doare pe zoare), evit 136 417 Alaman (18 662 lazhet, 89 202 gloazet ha 28 553 steuziet kuit)