Lizher d'ar Filipidi
Unan eus ar pevar lizher bet skrivet gant Paol Tars pa oa prizoniad eo al lizher d'ar Filipidi (Fil), a gaver e Testamant Nevez ar Bibl.
Orin al lizher Aozañ
N'eus abeg ebet da soñjal ne vefe ket bet skrivet al lizher-mañ gant an abostol. Lod tud e soñj dezho ne vefe ket un destenn hepken, testennoù disheñvel bet strollet ne lavaront ket, met ur vartezeadenn eo kement-se, tra ken[1].
Prizoniad e oa Paol Tars pa skrivas e lizher d'ar Filipidi. E-pad pell e voe soñjet e oa e-kerzh e brantad kentañ e toulloù-bac'h Roma, met kalz traoù a laka da soñjal edo en Azia pa skrivas al lizher, e Kaezariea-an-Arvor pe en Efezoz, petra bennak ma n'ouzer ket hag-eñ e voe toull-bac'het er gêr-se.[2] Er bloavezhioù 55-57[3] pe 56-57[2].
Pal al lizher Aozañ
Anavezout mat a rae Paol Tras kristenien Filipoz, a oa e-touez e re vuiañ-karet. Chomet e oa er gêr-se eMakedonia e-kerzh e eil beaj er bloaz 50. Adtremenet e oa dre eno en diskaramzer 57, pa oa o vont da Gorintoz hag adarre war an distro da Bask 58.[2][4]
Danvez al lizher Aozañ
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout al lizher d'ar Filipidi :
« N'eo ket unan dogmatek. Koulskoude ar c'hoant en deus Paol da bouezañ war an unvaniezh da virout, war an izelegezh, a zegas didan e bluenn ur meulgan kaer da Vab Doue en em c'hraet den, a zo marteze un destenn endesu amprestet digant liderezh kentañ an Iliz. »[5]
Skrivañ ar ra André Chouraqui a kaver dodenn al levenez a-hed al lizher, unan eus e zanvezioù fromusañ[6].
Notennoù ha daveennoù Aozañ
- ↑ (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1487.
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p. 1486.
- ↑ (fr) La Bible, troidigezh gant André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p. 2184.
- ↑ (br) Maodez Glanndour, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p. 355.
- ↑ (br) Maodez Glanndour, "Digoradur da lizheroù Sant Paol", eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971.
- ↑ (fr) La Bible, troidigezh gant André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p. 2281.