Elia[1] (en hebraeg eliyah pe eliyaou « Yah (YHVH) eo ma Doue » a zo unan eus tudennoù brudetañ ar Bibl. Ur profed e oa hervez an Tanac'h.

Ur rummad testennoù diwar e benn ha diwar e vurzhudoù a gaver silet e Kentañ Levr ar Rouaned ( 1R 17-19 )[2] hag e penn kentañ Eil Levr ar Rouaned (2R 1-2, 1-11)[3].

Bevañ a reas e rouantelezh an Norzh da vare Ahav, roue Israel (874 KJK-853 KJK) hag e wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue ar Sidoniz[4].

Feilhañs Delft hervez taolenn Nicolaes Piterszoon Berchem, Elia maget gant ar brini

Lakaat a reas ar glav da chom hep kouezhañ e-pad tri bloaz (1R 17, 1) diwar urzh Doue. Mont a reas da guzh e froud Kerit ma voe maget gant « brini a zegase dezhañ bara ha kig diouzh ar beure, bara ha kig d'abardaez ». (1R 17, 2-7).

Elia hag intañvez Sarefta gant Jan Victors, 1640

Kaset e voe da Sarefta (a zo eus Sidon) e ti un intañvez prest da vervel gant an naon. Magañ a reas anezhañ gant ar pezh a chome ganti hag eñ da lavarout « Rak evel-hen e komz an Aotroù, Doue Israel : 'ar skudellad bleud n'echuo ket, ar jarlad eoul ne goazho ket, betek an deiz ma roio an Aotroù glav war c'horre an douar !' ». Ha n'ehanas ket ar skudellad bleud ha ne goazhas ket ar jarlad eoul « hervez promesa an Aotroù »[5]. Goulenn a reas digant Doue adkas ar vuhez e mab an intañvez a oa o vervel hag e selaouas an Aotroù ouzh mouezh Elia ».

Sevel a reas enep Ahav, ar roue. Asantiñ a reas Ahav goude ur pennad bodañ war ar C'harmel profeded Baal evit keveziñ gant Elia. Trec'h e voe Elia hag « e tiskennas Elia anezho da froud Kishon hag o sakrifias eno »[6].

Kounnaret e voe Izevel, gwreg Ahav, gant ar pezh en doa graet Elia, gourdrouz a reas anezhañ hag voe rediet Elia da dec'hout kuit.

Hervez Kentañ Levr ar Rouaned (1R 19, 16) e voe karget gant Doue da oleviñ Yehou mab Nimshi da roue Israel ha Elisha, mab, Shafat, eus Avel-Mehola, da brofed war e lerc'h[7].

Distreiñ a reas evit mallozhiñ Izevel (1R 21, 23) hag Ahav hag e diegezh ivez (1R 21,24-28) goude m'o doe laeret gwinnieg Navot ha lakaet anezhañ da vezañ lazhet.

E penn kentañ Eil Levr ar Rouaned e weler anezhañ da vare ar roue Ahazia (853 KJK-852 KJK), mab Ahav. Mervel a reas Ahazia « hervez komz an Aotroù lavaret gant Elia » (2R 1, 17).

Speculum Humanae Salvationis Darmstadt, war-dro 1360, Elia skrapet d'an Neñvoù

A-raok bezañ skrapet d'an neñvoù en « ur c'harr tan » gant « mirc'hi tan » e fizias e garg a brofed en Elisha, e ziskibl (2R 2).

Distro Elia a voe meneget gant profeded zo pa gomzent eus an amzerioù mesiazek, setu perak e kaver tud en Testamant Nevez o kemer Jezuz evit Elia. ( Mk 6,15).

Brooklyn Museum - The Transfiguration (An Treuzneuziadur ) gant James Tissot - etre 1886 ha 1894

Kavout a reer Elia meneget ivez (Mk 9, 1-9 ; Lk 9, 28-36 ; Mzh 17, 1-9) pa vez kaoz eus treuzneuziadur Jezuz. Deskrivet e vez Elia ha Moshe o komz gant Jezuz en degouezh-se.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "Eli" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p314
  2. (br) Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, pp 155- 159
  3. (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn pp167-168
  4. (br) Troidigezh An tour-Tan, eil levrenn, p 155 (1R 16, 29-31)
  5. (br) Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn pp 155-156
  6. (br) Troidigezh An Tour-tan, pp156- 157, 1R 18)
  7. (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 158