Hervez an Testamant Kentañ (1R 16, 31) e oa Izevel[1], gwreg Ahav, roue Israel (874 KJK-853 KJK). : « Evel ma ne vije bet re nebeut dezhañ kerzhout e pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, e kemeras da wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijout ar Baal ha da stouiñ dirazañ. »[2]

Gwelet e vez Izevel evel ur bec'herez vras gant an Tanac'h eta : boutañ a ra he gwaz da azeuliñ Baal hag emzalc'hioù direizh he deus ivez (so Gwinienn Navot, 1R 21). Milliget e voe gant Elia « Ar chas a zebro Izevel e-harz rak-mogerioù Izreel » (1R 21, 23)

Jezabel - Izevel debret gant ar chas gant Léon Auguste Perrey

Pa voe bet olevet Yehou roue Israel e roas urzh da lazhañ Izevel en Izreel. Slepet e voe diouzh e frenestr ha ne voe kavet « diouti nemet ar c'hlopenn; an treid ha palvoù an daourn » rak « Lavar an Aotroù  eo, en doa komzet dre e servijer Elia...» (2R 9,30-37)[3].

Mamm Atalia, gwreg Yehoram, roue Yehouda, oa.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "Jesabel" e troidigezh gwilh at C'hoad,, p 314
  2. Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 155
  3. {br} Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 178