Hervez an Tanac'h e renas Ahav[1], mab Omri war Israel etre 874 KJK ha 853 KJK.

Unvaen Kurkh eus mare Shalmaneser III, roue Asiria (859–824 KJK) a veneg Ahav, roue Israel.

Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned :

« Hag e reas Ahav, mab Omri, gwashoc'h ouzh daoulagad an Aotroù eget an holl re a oa bet en e raok. Evel pa vije bet re nebeut dezhañ kerzhout e pec'hedoù Yarovam, mab Nevat, e kemeras da wreg Izevel, merc'h Et-Baal, roue Sidoniz, hag ez eas da servijout ar Baal ha da stouiñ dirazañ. » (1R 16, 30-31).

Buhez hag oberoù Ahav zo displeget eus 1R 16, 29 betek 1R 22, 40[2]

C'hoari a reas ar profed Elia ur roll pouezus en istor Ahav, hervez an Tanac'h.

Brezel a reas Ahav ouzh Ben-Hadad, roue Aram a lakaas seziz war Shomron d'ur mare (1R 20).

Krevredet e voe Israel ha Yehouda, renet gant Yehoshafat, enep Aram. Gloazet e voe Ahav e-kerzh emgann Ramot-Gilead ha mervel a reas (1R 22).

Ahazia, e vab, a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "Akab" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 314
  2. (br) Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 157-163