Yarovam Iañ
Hervez an Tanac'h e oa Yarovam[1]((hebraeg: יָרָבְעָם Yārāḇə‘ām; gresianeg: Ἱεροβοάμ Hieroboam) mab Nevat, un Efratiad eus Sereda, ha Seroua. Ofisour oa e lez Salaun, roue Israel.
Treuzkaset e voe dezhañ gant Ahiya, profed eus Shilo komz Doue : « Ez an da zifregañ ar rouantelezh eus dorn, ha da reiñ dit dek meuriad. Ur meuriad en devo; abalamour d'am servijer David, hag abalamour da Jeruzalem, kêr bet dibabet ganin a-douez holl veuriadoù Israel.»[2]
Rak, kounnaret oa Doue ouzh Salaun, « rak diheñchet oa bet e galondiouzh an Aotroù, Doue Israel », hervez 1R 11, 9.
Klask a reas Salaun lakaat Yarovam d'ar marv met tec'hout a reas hemañ da Egipt.
Pa varvas Salaun e vodas Rehovam, e vab ar bobl e Shec'hem . Dont a reas Yarovam davetañ evit kinnig un emglev. Nac'het e voe gant Rehovam.
« Ha setu, pa glevas holl Israel e oa distroet Yarovam, e kasjont d'e gervel d'an emvod, hag e rejont anezhañ roue war holl Israel ; ne voe o heuilh tiegezh David nemet meuriad Yehouda, e-unan. »[3]
Ren a reas e Tirsa etre 931 KJK ha 910 KJK hervez Kentañ Levr ar Rouaned.
Bodañ a reas Rahovam « holl diegezh Yehouda ha meuriad Binyamin evit ober brezel da Yarovam met e voe dizaliet gant Shemaya, den Doue. (1R 11, 21-24).
Gant aon e tistrofe ar bobl da diegezh David ma kendalc'hjent da ober aberzhioù da Zoue Israel e Jeruzalemm e savas Yerovam idolennoù e Bet-El hag e Dan hag e lavaras d'ar bobl oc'h azeuliñ.(1R 11, 26-33).
« […] ne zistoas ket Yarovam diwar an hent fall, hag ez adkrogas dao ber, gant hiniennoù eus ar bobl, beleion an uhellec'hioù : an hini en deveze c'hoant, e veze karget e zorn, hag e veze beleg an uhellec'hioù. An dra-se a oa pec'hed tiegezh Yarovam, hag evit se e voe rasket, distrujet diwar c'horre an douar. »[4]
Nadav, e vab, a renas war e lerc'h.
Hervez Kentañ Levr ar Rouaned e voe diskaret Nadav gant Baasha, mab Ahiya, en doa iriennet en e enep. Lazhet e voe Nadav gantañ ha diskaret holl diegezh Yarovam « hervez komz an Aotroù lavaret gant e servijer Ahiya, ar Shiloniad, en abeg da bec'hedoù Yarovam, en devoa graet en ur lakaat Israel da bec'hiñ hag hegasiñ an Aotroù, Doue Israel.»[5]