Nadav
Hervez an Tanac'h e voe Nadav[1] (hebraeg: נָדָב Nāḏāḇ), mab Yarovam, eil roue rouantelezh Israel (910 KJK-909-KJK).
Setu ar pezh a lenner diwar e benn e Kentañ Levr ar Rouaned : « Hag e reas ar fall ouzh daoulagad an Aotroù, hag e kerzhas war roudoù e dad er pec'hedoù en doa lkaet Israel da ober. Irienna a reas enep dezhañ Baasha, mab Ahiya, eus tiegezh Isac'har ; hag e pilas anezhañ Baasha e Gibeton ar Felishtiz : Nadav, gant Israel a-bezh, en devoa graet seziz war c'h/Gibeton. E lazhañ a reas Baasha [... ] ne lezas ene ebet da Yarovam hep hen distrujañ, [...]»[2]
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ "Nadab" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 312
- ↑ (br) 1R 15, 26-29, Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 153-154