Meuriad Yehouda
Ar brasañ eus Daouzek meuriad Israel eo meuriad Yehouda, pe meuriad Juda, hervez levr an Niveroù en Tanac'h (Ni 126). Bras e voe lodenn tiriad Kenaan roet da veuriad Yehouda hervez Levr Yehoshoua (Ys 15).
En em veskañ a reas gant pobloù a oa er vro. Mestr e voe war Su Palestina ha diazez Rouantelezh Yehouda gant Jeruzalem evel kêr-benn[1].
Meneget eo Jeruzalem (Ys 15, 63) pa vez kaoz eus meuriad Yehouda met meneget eo (Ys 18, 28) e-touez ar c'hêrioù bet roet da veuriad Binyamin.
Daveoù
kemmañ- ↑ (fr) Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p. 138 (ISBN 978-2-09-188100-3)