Lombok
Lombok zo unan eus inizi Indonezia, e proviñs Nusa Tenggara Barat.
Emañ etre enez Bali hag enez Sumbawa. En em astenn a ra war 4.725 km2 ha poblet eo gant 3,16 milion a annezidi (e 2010). Mataram eo ar gêr vrasañ ha kêr-benn ar broviñs.
Strizh-mor Lombok, etre Lombok ha Bali, zo ur rannadur a bouez evit ar vevoniourien : a bep tu dezhañ e kaver spesadoù loened disheñvel-mat, re an tolead "Indomalaya" er c'hornôg ha re "Aostralazia" er reter, rannet gant al linenn Wallace. Ar menez-tan Rinjani (3.726 metr) eo beg uhelañ an enezenn.
Ouzhpenn 85% eus ar boblañs zo tud eus ar bobl sasak, kar da dud Bali e-keñver sevenadur, hogen muzulmaned anezho. War-dro 10% zo tud eus Bali ha tud all zo c'hoazh, Sinaiz, Javaiz pe Arabed.