Bloavezhioù:
24 25 26 - 27 - 28 29 30
Dekvedoù:
0 - 10 - Bloavezhioù 20 - 30 40
Kantvedoù:
I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved
Milvedoù:
I milved kt JK - I milved - Eil milved
Diwar-benn bloaz 27 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ
Evit ar bloaz -27, gwelet ar bajenn : -27
Evit an niver 27, gwelet ar bajenn : 27 (niver)

780 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr-Roma) = 27 goude ganedigezh J.-K.

Darvoudoù

kemmañ
  • Impalaer : Tiber (Tiberius Caesar Divi Augusti Filius Augustus), adalek an 19 Eost 14 (>16.03.37)
  • Koñsuled : L(ucius) Calpurnius Piso & M(arcus) Licinus Crassus Frugi 
  • Degaset eo an abrikez eus Azia da Italia.
  • Tan-gwall war menez Caelius e Roma.
  • En em dennañ a ra Tiber (67 vloaz) war Capri (pe e 26); leuskel a ra mererezh an impalaeriezh gant Sejan. Paranoiek e teu an impalaer da vezañ, lakaat a ra aozañ prosezioù evit tagadennoù a-enep d'e veurdez. Ren a ra ur vuhez diroll ha kriz eo gant an dud.
  • Badezet eo Jezuz gant Yann-Vadezour.
    • Prezegerezh Yann ar Badezour, un eseniad anezhañ moarvat, a brezeg an degemer eus ar feiz dre lid ar splujañ en dour. War-raok ez a al luskad e Pere dreist-holl; Aon en deus Herod Antipas e krogfe un emsavadeg eno abalamour da virvilh an dud-se. Lakaat a ra prizoniañ ha lazhañ Yann e kreñvlec'h Machaerus.
    • Evit doare eo en em unanet ul lodenn eus ar Vadezourien da Jezuz Nazareth, ur prezegenner deuet war wel e Galilea e-tro an hevelep mare ha bet badezet er stêr Jordan gant Yann Vadezour e-unan. Burzhudoù Jezuz a laka kalz a dud d'en em vodañ en-dro dezhañ. Disfiz zo savet en Antipas. Redek a ra ar vrud e klask lakaat anezhañ da vervel.
  • Savet bolz-enor Rimini, en enor da Aogust.
  • Kouezhañ a ra ur stad kraksavet en e boull e Fidenae; 20 000 den a varv diwar an 50 00 a arvesterien a oa war al lec'h.
  • Templ al leoned askellek e Petra.
  • Trec'het ha lazhadeget eo an "Divabrantoù Ruz" gant lu an impalaer pa oant oc'h en em dennañ eus Xi'an penn d'ar reter. 80 000 zo prizoniet ha lod anezho a vo enluet e rejimantoù Liu Xiu.

Relijionoù ha mitologiezhioù

kemmañ

Arzoù ha sevenadur

kemmañ

Teknikoù ha skiantoù da dalvezout

kemmañ

Buhez pemdez ha dudi

kemmañ

Gwelet ivez

kemmañ