Salome merc'h Herodiadez

Ur pennad Salome zo ivez.

Salome (Σαλώμη / Salōmē, e gregach), a-wechoù Salome II, ganet war-dro -14 ha marvet etre 62 ha 71), a oa ur briñsez yuzev eus ar Iañ kantved.

Friko Herodez, gant Lucas Cranach an Henañ.
Salome o tougen penn Yann ar Badezour war ur plad, livet gant Tizian.
Salome, gant Caravaggio. Palacio Real, Madrid.
Salome, gant Charles-Edmond Daux
Salome o tañsal dañs ar seizh gouel, gant Franz von Stuck, 1906

Merc'h e oa da Herodez Filipos Iañ ha da Herodiadez. Div wech e timezas.

Da gentañ d'hec'h eontr, Herodez Filipos II, a oa hantervreur d'he zad. Da eil da Aristobule de Chalcis, roue Armenia Minor.

Merc'h-kaer e oa da Herodez Antipas[1]. Dañset brav he devoa dirak lez ar roue, he leztad Herodez Antipas, ken en doa prometet ar roue reiñ dezhi pezh a gare. Evit ober plijadur d'he mamm e c'houlennas ma voe degaset penn Yann ar Badezour war ur plad. Oscar Wilde an hini a ra "dans ar seizh gouel" eus an dañs-se.

En Aviel

kemmañ

Anavezet eo dre an Testamant Nevez, dre pennadoù eus Aviel Mark (6:17-29) hag Aviel Mazhev ( 14:3-11), met n'eo ket roet hec'h anv : n'eus meneg nemet eus « ur verc'h da Herodiadez» . Yann ar Badezour a lavar droug diwar-benn adddimeziñ he mamm Herodiadez da Herodez Antipas.

Dont a raio ar bugel dinamm da vezañ un dare temterez awawenet an arzourien ganti, adal an XIXvet kantved dreist-holl[2].

En Antiquitates

kemmañ

Anavezet eo Salome avat dre oberenn Flavius Josephus, Antiquitates Judaicae, ma kaver hec'h anv ha munudoù a-zivout he familh el levrenn XVIII[3]. He mamm he devoa kuitaet he fried Herodez II, mab da Herodez, evit dimeziñ d'e vreur, Herodez Antipas, a oa tetrark Galilea. Flavius Josephus a skriv e oa kement-se a-enep al lezennoù broadel, rak, emezañ, «  dispartiet e oa Herodiadez eus he fried hag a oa bev bepred.»


Lennegezh

kemmañ

E galleg

kemmañ

E saozneg

kemmañ

Liverezh

kemmañ

Er XVvet kantved e voe awenet meur a livour gant Salome :

Sonerezh

kemmañ

Filmoù

kemmañ

Barrez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Étude du mythe de Salomé en littérature, Éditions du CRDP de Paris.
  • Claudine Gauthier, Saint Jean et Salomé. Anthropologie du banquet d’Hérode, Tours, Éditions Lume, 2008, 304 p. .
  • Salomé dans les collections françaises, diskouezadeg, Saint-Denis, 1988, Tourcoing, 1988, Albi, 1988.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Mireille Hadas-Lebel, « Généalogie des Hérodiens », e-barzh Rome, la Judée et les Juifs, éd. Picard, 2009, p. 44.
  2. Camille Focant, Marc, Un évangile étonnant, éd. Peeters, 2006, p. 195.
  3. http://remacle.org/bloodwolf/historiens/Flajose/juda18.htm#V.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.