Bram Stoker
Bram Stoker
Bram Stoker
Anv ofisiel Abraham Stoker
Obererezh romantoù, danevelloù
Ganedigezh 8 a viz Du 1847
e Dulenn
Marv 21 a viz Ebrel 1912
e Londrez
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ
Dracula (1897)

Abraham "Bram" Stoker (Cluain Tarbh, Dulenn, 8 a viz Du 1847 - Londrez, 21 a viz Ebrel 1912) a oa ur skrivagner iwerzhonat. Meur a romant hag a zanevell zo bet skrivet gantañ, ha brudet e teuas da vezañ a-drugarez d'e romant anvet Dracula (1897).

Ti Bram Stoker e Kildare Street, Dulenn
Plakenn Whitby en enor da Vram Stoker

Trede mab diwar seizh bugel Abraham Stoker (1799-1876) hag ar wregelourez Charlotte Mathilda Blake Thornely (1818-1901) e oa. Klañvidik e voe betek ma vefe seizh vloaz, ha kas a rae e amzer diglañvadur o selaou mojennoù Iwerzhon kontet gant e vamm. A-hed e vuhez e talc'has soñj anezho.

E 1863 ec'h eas da Drinity College, ma voe diplomet e 1870. Dizale e krogas da skrivañ istorioù ; e 1872 e voe embannet The Crystal Cup gant The London Society, ha goude-se The Chain of Destiny (peder lodenn) e-barzh The Shamrock.

E-kerzh e amzer-studi e voe troet gant ar arz ar c'hoariva, betek mont da vuruteller pezhioù-c'hoari er gazetenn Dublin Evening Mail p'edo o labourat evel kargad e Dulenn ; kenberc'henn ar gazetenn e oa ar skrivagner istorioù spont gotek J. S. Le Fanu (1814-1873). E [miz Kerzu [1876]] e skrivas A. Stoker ur pennad diwar-benn perzh an aktour Henry Irving (1838-1905) e Hamlet William Shakespeare en Theatre Royal e Dulenn. Irving a lennas ar pennad hag a bedas Stoker da goan e Shelbourne Hotel m'edo o chom, ha mignoned a zeujont da vezañ.

D'an hevelep mare e skrivas Stoker al levr nann-faltazi The Duties of Clerks of Petty Sessions in Ireland ("Deverioù ar c'hrefierien el lezoù-barn lec'hel"), a voe embannet e 1879 hag a droas da oberenn glasel.

E 1878 e timezas Stoker gant Florence Balcombe, ur vaouez hag a oa bet karedig Oscar Wilde. Dilojañ a rejont da Londrez; d'an 31 a viz Kerzu 1879 e voe ganet o bugel nemetañ, Irving Noel Thornley Stoker e anv.

E Londrez e labouras Stoker el Lyceum Theatre, ur c'hoariva ma oa H. Irving ar merer arzel ; e-pad 20 vloaz e voe Stoker merer an aferioù eno. A-bouez bras e voe ar c'henlabour etre Stoker hag Irving, rak a-drugarez da hemañ diwezhañ e voe degemeret Stoker e renkoù uhel Londrez hag e kejas ouzh kalz tud vrudet evel al livour stadunanat James Abbott McNeill Whistler (1834-1903) hag ar skrivagner Arthur Conan Doyle.

Dre labourat gant Irving, hag a oa aktour brudetañ ar mare-se, ha dre ober war-dro unan eus salioù c'hoariva brudetañ Londrez e voe brudet Stoker. E Londrez e kejas ivez gant ar skrivagner ha buruteller Hall Caine (1853-1931) hag a zeuas da vezañ unan eus e vignoned tostañ ; dezhañ e voe dediet Dracula.

Dre heuliañ troioù Irving e veajas Stoker er bed a-bezh war-bouez Europa ar Reter. En SUA dreist-holl e lije dezhañ beajiñ ha div wech e voe pedet en Ti Gwenn, ma kejas ouzh ar prezidanted William McKinley ha Theodore Roosevelt. Ken entanet e voe Stoker gant ar vro ken e tiazezas daou levr diwarni. Eno e kejas ivez gant unan eus ar skrivagnerien a blije ar muiañ dezhañ, Walt Whitman.

Ouzhpenn labourat e skrivas Stoker romantoù, an hini brudetañ anezho o vezañ Dracula, bet embannet e 1897. A-raok stagañ gant ar skrivañ e kasas meur a vloavezh o klask ditouroù diwar-benn folklor Europa hag istorioù sunerien-wad. Ur romant lizheriek eo Dracula : diazezet eo war un dastumad pennadoù deizlevrioù, pellskridoù ha lizheroù savet gant tudennoù an istor hag ivez tammoù pennadoù (ijinet) tennet eus kazetennoù Whitby (Yorkshire) ha Londrez. Gant gweladennoù e New Slains Castle e Cruden Bay (Aberdeenshire) ez eo bet levezonet ivez, ha gant kev-iliz St. Michan's Church e Dulenn.

Meur a wech e voe taget e empenn a-raok ma varvfe e 1912 ; hervez kont e vije marv abalamour d'an naplez[1] Devet e voe e gorf, hag al ludu a voe lakaet e Golders Green Crematorium e Londrez.

Mennozhioù

kemmañ

Er brotestantiezh e voe desavet Abraham Stoker. Daoust ma soñje dezhañ e ranke ar brotestanted hag ar gatoliked kenvevañ (evel ma lenner e The Snake's Pass, 1890) e savas a-du gant ar strollad politikel [[[frankizouriezh|frankizour]] Liberal Party, pa grede dezhañ e vefe degaset peoc'h en Iwerzhon gant al luskad Irish Home Rule hag a stourme evit ma vefe Iwerzhon emren er Rouantelezh-Unanet. Unpennelour e voe ivez avat, ha soñjal a rae dezhañ e ranke Iwerzhon chom stag ouzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat, ha lakae da "nerzh evit ar mad". A-du e savas gant ar pennmaodiern William EwartGladstone (1809-1898), mignoned e oant, ha Stoker a savas a-du gant e vennozhioù a-zivout Iwerzhon[2].

Dedennet e oa Bram Stoker gant ar skiantoù dre vras, gant ar vezegiezh dreist-holl, ha krediñ a rae en araokaat, evel ma lenner e The Lady of the Shroud (1909). Evel ar braz eus tud er mare-se e krede ivez er ouennelouriezh skiantel hag er frenologiezh. Tuet war ar skiantoù kuzh evel vesmeregezh ar mezeg alamagn Franz-Anton Messmer (1734-1815). Dedennet e oa ivez gant an damkanadennoù kentañ war an torfedoù, lenn a reas oberennoù an torfedoniour italian Cesare Lombroso] (1835-1909) hag ec'h implijas elfennoù tennet eus al lennadennoù-se evit skrivañ Dracula. Diforc'hioù a wele ivez etre paotred ha merc'hed, hag e lod brasañ e romantoù e kaver dodenn an dañjer skeudennet gant merc'hed hervez patromar femme fatale[3].

Gant ar gevrinouriezh e oa dedennet, dreist-holl gant an teogiñ loened. Daoust da se en doa disfiz rak ar flod war an dachenn-se, ha soñjal a rae dezhañ e ranke ar mennozhioù skiantel bezañ trec'h war an treuzkredennoù. Ur c'heneil dezhañ, J. W. Brodie-Innis a oa ezel eus ar gevredigezh kuzh Hermetic Order of the Golden Dawn e-kreiz ar bloavezhioù 1890, met n'eus bet kavet prouenn ebet eus perzhouriezh Stoker er strollad-se[4],[5].

Oberennoù

kemmañ
 
Embannadenn gentañ Dracula, 1897

Romantoù

kemmañ
  • The Primrose Path (1875)
  • The Chain of Destiny (1875)
  • The Snake's Pass (1890)
  • Seven Golden Buttons (skrivet e 1891 ; embannadur dalif e 2015)
  • The Fate of Fenella (1891–1892)
  • The Watter's Mou' (1895)
  • The Shoulder of Shasta (1895)
  • Dracula (1897)
  • Miss Betty (1898) ; diwar Seven Golden Buttons[6]
  • The Mystery of the Sea (1902)
  • The Jewel of Seven Stars (1903, azgwelet e 1912)
  • The ManThe Man (1905) ; embannet ivez dindan an talbenn The Gates of Life.
  • Lady Athlyne (1908)
  • The Lady of the Shroud (1909)
  • The Lair of the White Worm (1911) ; embannet ivez dindan an talbenn The Garden of Evil ; ur gentel zalif verraet a voe embannet e 1925.

Dastumadoù istorioù

kemmañ
  • Under the Sunset (1881) ; eizh kontadenn evit ar vugale.
  • Snowbound: The Record of a Theatrical Touring Party (1908)
  • Dracula's Guest and Other Weird Stories (1914) ; dastumet gant Florence Balcombe Stoker.

Istorioù e-maez dastumad

kemmañ
  • Buried Treasures (1875)
  • The Chain of Destiny (1875)
  • The Crystal Cup (1878)
  • The Dualitists; or, The Death Doom of the Double Born (1887)
  • The Gombeen Man (1889–1890), trede pennad The Snake's Pass.
  • Lucky Escapes of Sir Henry Irving (1890)
  • The Night of the Shifting Bog (1891)
  • Lord Castleton Explains (1892) ; dekvet pennad The Fate of Fenella.
  • Old Hoggen: A Mystery (1893)
  • The Man from Shorrox (1894)
  • The Red Stockade (1894)
  • When the Sky Rains Gold (1894)
  • At the Watter's Mou': Between Duty and Love (1895) ; ur rann eus eil pennad The Watter's Mou'.
  • Our New House (1895)
  • Bengal Roses (1898)
  • A Yellow Duster (1899)
  • A Young Widow (1899)
  • A Baby Passenger (1899)
  • The Seer (1902) ; kentañ hag eil pennad The Mystery of the Sea.
  • The Bridal of Death (1903) ; un diwezh disheñvel evit The Jewel of Seven Stars.
  • What They Confessed: A Low Comedian's Story (1908)
  • The Way of Peace (1909)
  • The 'Eroes of the Thames (1908)
  • Greater Love (dalif, 1914)

Nann-faltazi

kemmañ
  • The Duties of Clerks of Petty Sessions in Ireland (1879)
  • A Glimpse of America (1886)
  • Personal Reminiscences of Henry Irving (1906)
  • Famous Impostors (1910)
  • Great Ghost Stories (dalif, 1998) ; dastumet gant Peter Glassman ha skeudennaouet gant Barry Moser.

Pennadoù

kemmañ

Hêrezh

kemmañ
Sinema

Tremen 170 film zo bet awenet gant Dracula, an daou vrudetañ o vezañ bet graet e1922 hag e 1979.

  • 1922 : Nosferatu, eine Symphonie des Grauens ("Nosferatu, ur sinfonienn a spont"), ar film kentañ, digomz ; sevenet e voe gant an Alaman F. W. Murnau (1888-1931). Bev e oa Florence Stoker d'ar mare-se ; gant sikour The British Incorporated Society of Authors e savas prosez ouzh aozerien ar film peogwir ne oa ket bet goulennet hec'h aotre diganti, ha n'he doa resevet gwenneg toull ebet. Meur a vloaz e padas an istor, Florence Stoker o c'houlenn ma vefe distrujet ar film orin ha kement eilad a oa bet graet. E miz Gouere 1925 e voe douget ar varn hag an intañvez a c'hounezas. Un nebeud skouerennoù eus ar film a voe miret koulskoude, ha brudet-bras e voe an oberenn-se.
  • 1979 : Nosferatu - Phantom der Nacht ("Nosferatu - Tasmant an noz"), film sevenet gant an Alaman Werner Herzog (*1942) diwar hini 1922.
Sonerezh

Levrlennadur

kemmañ
Gant Bram Stoker
Diwar-benn Bram Stoker
  • (en) Belford, Barbara. Bram Stoker: A Biography of the Author of Dracula. London : Weidenfeld and Nicolson, 1996 (ISBN 978-0-679-41832-0)
  • (en) Belford, Barbara. Bram Stoker and the man who was Dracula. Cambridge : Capo Press, 2002 (ISBN 978-0-306-81098-5)
  • (en) Hopkins, Lisa. Bram Stoker: A Literary Life. London : Palgrave Macmillan, 2007 (ISBN 978-1-349-52359-7)
  • (en) Hughes, William. Beyond Dracula: Bram Stoker's Fiction and Its Cultural Context. London : Palgrave, 2000 (ISBN 0-312-23136-9)
  • (en) Murray, Paul. From the Shadow of Dracula: A Life of Bram Stoker. London : Pimlico, 2005 (ISBN 978-0-7126-7311-2)
  • (en) Senf, Carol A. The Critical Response to Bram Stoker. Santa Barbara : Greenwood, 1993 (ISBN 978-0-313-28527-1)
  • (en) Senf, Carol A. Dracula: Between Tradition and Modernism. Woodbridge : Twayne Publishers, 1998 (ISBN 978-0-8057-7844-1)
  • (en) Senf, Carol A. Science and Social Science in Bram Stoker's Fiction. Santa Barbara : Greenwood, 2002 (ISBN 978-0-313-31203-8)
  • (en) Senf, Carol A. Bram Stoker. Caerdydd : University of Wales Press, 2010 (ISBN 978-0-7083-2306-9)
  • (en) Shepherd, Mike. When Brave Men Shudder: the Scottish origins of Dracula. Newcastle upon Tyne : Wild Wolf Publishing, 2018(ISBN 978-1-907954-69-6)
  • (en) Skal, David J. Something in the Blood: The Untold Story of Bram Stoker. New York : Liveright, 2017 (ISBN 978-1-63149-386-7)

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. (en) Gibson, Peter. The Capital Companion – A street-by-street guide to London and its inhabitants. London : Webb & Bower, 1985, pp. 365-366 (ISBN 978-0-86350-042-8)
  2. Murray op. cit.
  3. Senf, Carol A., op. cit..
  4. (en) Ravenscroft, Trevor. The Spear of Destiny – The occult power behind the spear which pierced the side of Christ. Newburyport : Red Wheel, 1982, p. 165 (ISBN 978-0-87728-547-2)
  5. (en) Picknett, Lynn. The Templar Revelation: Secret Guardians of the True Identity of Christ. New York : Simon and Schuster, 2004, p. 201 (ISBN 978-0-7432-7325-1)
  6. 'Miss Betty'. Kavet : 27/09/2023.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.