Whitby (Yorkshire)
Whitby zo ur gêr hag ur porzh en arvor Norzh Yorkshire, e biz Bro-Saoz. Emañ war ribl mor an Hanternoz, en aber ar stêr Esk. Dont a ra an anv Whitby eus an norseg ha talvezout a ra kement ha "kêr wenn". Hervez niveradeg 2011 e oa 13 213 a dud o chom e Whitby.
Dreist kêr emañ aspadennoù Abati Whitby, un abati eus ar VIIvet kantved, ma oa Cædmon, unan eus ar varzhed saoznek kentañ, o vevañ. Abaoe ar Grennamzer ez eo Whitby ur porzh pesketa oberiant, anavezet gwechall evit an harinketa hag ar balumeta[1] dreist-holl. War-dro ar porzh-se e teskas ar c'habiten James Cook merdeiñ.
Abaoe XIXvet kantved e vez dedennet touristed da Whitby, dreist-holl abaoe donedigezh an tren eno e 1839. Dont a reont da welet kêr, brudet dre ma tremen enni ul lodenn eus istor Dracula e levr Bram Stoker, ha da welet park natur an North York Moors.
Kêrioù gevellet
kemmañLiammoù he deus Whitby gant ar c'hêrioù-mañ :