Veneti (Adria)
Ar Veneti (e latin) pe Veneted (stumm brezhonekaet) a oa ur bobl eus an Henamzer a veve e hanternoz ar pezh zo bremañ Italia, etre an Alpoù ha goueled Mor Adria (rannvro Veneto hiziv).
Ur yezh indezeuropek a veze komzet ganto, anavezet dre un 300 enskrivadur bennak eus ar mare etre ar VIvet kantved kent JK hag ar Iañ kantved kent JK. Moarvat e oa kar o yezh da yezhoù all komzet en amzer-se e ledenez Italia.
En Italia e reer Paleoveneti anezho, evit lakaat kemm etre ar boblad-se hag an dud zo o chom e rannvro Veneto bremañ hag a reer Veneti anezho en italianeg.
N'eo ket sklaer peseurt darempred a c'hallfe bezañ etre Veneti goueled Mor Adria ha Weneted Arvorig, ar bobl c'halian a veve gwechall e bro Gwened. Hervez an douaroniour Strabon, e oa deuet Weneted eus arvor Galia d'ober o annez en arvor Mor Adria[1]. Met hervez skrivagnerien all, evel Titus Livius, e oa gwirizoù ar Veneti e bro ur bobl anvet Eneti pe Enetoi, annezet en arvor kreisteiz ar Mor Du en amzer Brezel Troia. Bezet a vezo e c'hallfe bezañ un darempred etre anvioù meur a bobl, e meur a lec'h en Europa : Veneti, Venedi pe Venedae, meneget gant Tacitus (Veneti (Vistula)), Veneti Italia ha Weneted Arvorig,[2].
Abred e teuas ar Veneti da gaout darempred gant ar Romaned. Dont a rejont da vezañ keodeourien roman e 49 kent JK, evel annezidi all Gallia Cisalpina. Dindan ren an impalaer Augustus e oa deuet o bro da vezañ unan eus rannvroioù Italia anvet Venetia et Histria, hag Aquileia e oa ar gêr-benn. E-touez kêrioù all bro ar Veneti e c'haller menegiñ Patavium (Padova) pe Verona.
E mareoù diwezhañ diskar an Impalaeriezh roman e voe savet Venezia war an aod, ha kreskiñ a reas ar gêr-se tamm-ha-tamm betek dont da vezañ ur galloud bras en Europa er Grennamzer.
Notennoù
kemmañ- ↑ Douaroniezh, levrenn IV, pennad 4
- ↑ diwar ur wrizienn *ueni- a dalvezfe kement ha « lignez », « gouenn », hervez Pierre-Yves Lambert, La langue gauloise, Errance 1994, p. 34, pe diwar ur wrizienn *uenet-, « tud kar », hervez Xavier Delamarre, Dictionnaire de la langue gauloise, Erance 2003, p. 312.
Gwelet ivez
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Ancient Venets (e saozneg)
- Iscrizioni Venetiche - Venetic inscriptions (en italianeg)