Constantinus III

Flavius Claudius Constantinus, anavezet ivez evel Constantinus III (marvet un tamm goude an 18 a viz Gwengolo 411), a oa ur jeneral roman savet a-enep an impalaer, hag a embannas bezañ impalaer roman ar c'hornôg en Enez Vreizh er bloaz 407.

Galia war-dro 400.

IstorAozañ

 
Constantinus III

En 406 en em savas proviñsoù Enez Vreizh. Ar gwarnizonoù ne vezent ket paeet ken ha divizet o devoa dilenn o renerien. Da gentañ e voe dibabet Marcus ha Gratianus, met ne blijas nag an eil nag egile d'ar soudarded goude ur pennad ha lazhet e voent. Dre m'o devoa aon rak an aloubadegoù german ha ma klaskent un tamm surentez en ur ur bed a seblante kouezhañ buan en e boull e klaskas lejionoù Breizh dibab ur jeneral kreñv hag ampart : kemer a rejont un den hag a oa anvet evel an impalaer brudet e deroù ar IVvet kantved, Constantinus Veur, en devoa kemeret ar galloud goude emsevel e Breizh.

Constantinus a oa ur soudard ordinal, a greder, met ne oa ket dizampart, ha ne chomas ket da yariñ. Buan e treuzas Mor Breizh e Bononia (Boulogne) ha, hervez a gred an istorourien, e tastumas an holl soudarded a chome en Breizh, ma ne chomas ken stourmerien a gentañ linenn en Breizh ken. Mont a reas neuze da chom e Galia ha gantañ e holl soudarded prest da vont da vrezeliñ ouzh ar pobloù german o devoa treuzet ar Roen er goañvezh a-raok. E Galia e savas al lejionoù roman a-du gantañ, ha kemend-all a reas re Hispania.

Constantinus a c'hounezas meur a emgann a-enep lejionoù an impalaer Flavius Honorius. Honorius a rannas ar galloud gantañ en 409.

Kenimpalaer e voe adal 409 betek e varv, pa voe tapet ha lazhet e 411.