Honshū
(Adkaset eus Honshu)
Honshū (e japaneg: 本州|本州, ar pezh a dalv "proviñs pennañ") eo enezenn vrasañ Japan, etre Hokkaido en norzh, ha Shikoku er su, ha Kyushu er mervent. Ar seizhvet brasañ enezenn eus ar bed ez eo gant 227 962,59 km², hag an eil bobletañ war-lerc’h Java. 103 milion a dud a oa o chom enni e 2005 hag eno ez eus kêrioù bras-divent evel Tokyo ha Yokohama. An darn vrasañ eus greanterezh ar vro a gaver enni ivez.
日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける