Lundy
Lundy pe Lundy Island (e saozneg), pe Ynys Wair (e kembraeg), eo brasañ enezenn Mor Havren, etre douar Kembre en hanternoz, ha kontelezh Devon, hag emañ an enezenn stag outañ, a zo 19 km er c'hreisteiz. 4,5 km hed zo dezhi hag 1 km led.
Stad | Rouantelezh-Unanet ![]() |
---|---|
E tiriad | Torridge ![]() |
Kontelezh istorel | Devon ![]() |
Lec'h | Mor Havren ![]() |
War ribl | Mor Keltiek ![]() |
Daveennoù douaroniel | 51°10′48″N 4°40′12″W ![]() |
Perc'hennet gant | William Hudson Heaven, Hudson Grosett Heaven ![]() |
Statud gladel | Site of Special Scientific Interest ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.lundyisland.co.uk ![]() |
Trezalc'her | National Trust ![]() |
Vice-county | North Devon ![]() |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Lundy ![]() |


Un tour-tan kozh zo warni. 18 a dud a oa o chom eno e 2006, hag an darn vrasañ er gêriadennig zo er c’hreisteiz.
Istor
kemmañFamilh Marisco
kemmañE 1235, William de Marisco en doa kemeret perzh e muntr Henry Clement, ur c'hannad eus ar roue Herri III[1]. Tri bloaz war-lerc'h e oa bet klasket lazhañ ar roue Herri III gant un den en doa kofesaet bezañ un ajant eus ar familh Marisco. William de Marisco a oa bet o kuzhat war Lundy, hag eno e oa bet o vevañ evel ur roue. Lakaet en doa sevel ur c'hreñvlec'h lesanvet hiziv Bulls' Paradise gant mogerioù kreñv.
E 1242, Herri III en doa kaset bagadoù soudarded war an enezenn. Pignet e oant dre an tornadoù ha deuet e oant a-benn da brizoniañ William de Marisco ha 16 eus e "sujidi". Herri III en doa lakaet da sevel ur c'hastell (lesanvet a-wechoù Kastell Marisco) evit klask lakaat da dalvezout e lezenn war an enezenn hag an trowardroioù mor.[2] E 1275, an enezenn a voe enrollet evel perzh eus aotrouniezh ar roue Edward Iañ[3], met e 1322 e oa renet gant Thomas, eil kont Lancaster, hag e oa e-touez an inizi niverus aloubet gant Edward II goude lazhadenn Lancaster evit bezañ emsavet a-enep ar roue .[4] Mare pe vare en XIIIvet kantved, menec'h an urzh sistersian eus abati Cleeve a oa mistri war an enezenn.[5]
Liammoù diavaez
kemmañDaveennoù
kemmañ- ↑ Maitland, F. W. (April 1895). "The Murder of Henry Clement". The English Historical Review 10 (38): 294–297. DOI:10.1093/ehr/X.XXXVIII.294
- ↑ Patrom:NHLE
- ↑ Calendarium Inquisitionum Post Mortem Edward I, Anno. 3 (1275), entry 54, p.56, https://www.familysearch.org/library/books/records/item/27355-redirection
- ↑ Inquisitions Post Mortem Edward II, (1322), No. 49, p.307, https://www.familysearch.org/library/books/records/item/27355-redirection
- ↑ Harrison, Stuart A. (2000). Cleeve Abbey. English Heritage. 26 p. ISBN 978-1-85074-760-4.