Gwenc'hlan ar Skouezeg

skrivagner gallek

Gwenc’hlan ar Skouezeg (Heol Loïc Gwennglan Le Scouëzec er marilhoù-kêr), bet ganet d'an 11 a viz Du 1929 e Ploueskad hag aet d'an Anaon d'ar 6 a viz C'hwevrer 2008 e Brasparzh, a voe ur mezeg hag ur skrivagner, savet gantañ meur a levr e galleg diwar-benn an drouizelezh, an exoteregezh, ar speredelezh vreizhek ha keltiek, istor ha sevenadur Breizh. Pempvet Drouiz Meur Goursez Breizh e voe adalek 1980.

Poltred Gwenc'hlan ar Skouezeg.

E dad a oa al livour Maoris ar Skouezeg (Maurice le Scouëzec e galleg). Mont a reas Gwenc'hlan da Skol Sant-Blez, e Douarnenez, hag eno e kregis gant deskamant ar brezhoneg hag e heulias kentelioù diavaez gant Marc'harid Gourlaouen.
Mont a reas d'ober studioù war an Istor e Sol-Veur ar Sorbon et Pariz, kent d'ober e goñje en Aljeria, 1951-1953, evel ofiser adarme.
Kelenner war ar galleg e Ensavadur gall e Aten hag e Bro-C'halll da c'houde. Adgalvet gant Lejion an Estrenien e voe evit servijout en Aljeria adarre (1957-1958).
Mezegiezh e studias adalek 1960. Euis un tu e save levrioù o tennañ d'ar speredelezh hag eus un all e roe plas da engouestladurioù politikel er Parti Socialiste Unifié hag en Unvaniezh Demokratel Breizh[1].
E 1963 e timezas gant Martine Goudard ha pevar bugel a c'hanas diouzh-se.
Krouet en doa ar gevredigezh Skoazell Vreizh gant Xavier Grall ha Yann Choucq e 1969. Ar Skouezeg a oa drouiz-meur e Goursez Vreizh adalek 1981 betek 2008.

Drouizelezh

kemmañ

Oberennoù

kemmañ
  • L’Encyclopédie de la divination (dindan renerezh René Alleau). Tchou, 1963
  • Guide de la Bretagne mystérieuse. Tchou, 1966 (adembannet gant an titl Le Guide de la Bretagne)
  • La Bretagne. Sun, 1967.
  • Histoire du Mouvement breton. Que sais-je ?, PUF, 1971
  • Bretagne terre sacrée. 1977
  • La médecine en Gaule, Gwipavaz, Ed. Kelenn. 1976
  • Brasparts : une paroisse des monts d’Arrée. Le Seuil, 1980.
  • Le peintre Le Scouëzec. Brasparzh, Alrea, 1984.
  • Maurice Le Scouëzec, L’aventure de peindre. Brasparzh, Beltan, 1993.
  • Le peintre Le Scouëzec, mon père. Brasparzh, Embannadurioù Beltan, 1995.
  • Le Scouëzec, 1881-1940 : Montparnasse, la Bretagne, l'Afrique. Cénomane, 1998.
  • Arthur, roi des Bretons d'Armorique, Le Manoir du Tertre, 1998.
  • Dictionnaire de la Tradition bretonne. Pariz, Éditions du Félin, Philippe Lebaud, 1999.
  • Guide des calvaires bretons. Speied, Coop Breizh, 1999.
  • Itinéraire spirituel en Bretagne. Pariz, La Table Ronde, 2000.
  • Les Druides, teir levrenn. Beltan, 2001.
  • Le grand druide était innocent, Embannadurioù Beltan, 2001, 119 p. Endalc'h e emvuhezskrid, p. 15-18. ISBN2-9615464-3-0 . Diwar-benn Taldir-Jaffrenou).

Gant Jean-Robert Masson :

  • Pierres sacrées de Bretagne : calvaires et enclos paroissiaux (1982)
  • Pierres sacrées de Bretagne : croix et sanctuaires (1983)
  • Bretagne mégalithique (1987)
  • Enez Eusa, Ouessant mystérieux (gant Maï-Sous Robert-Dantec). Kemper : Élisart Éditeur, 2001.

Gant Régis Blanchet :

  • Entretiens avec un druide nommé Gwenc'hlan, Rouvray, Éditions du Prieuré, 1993,209 p. ISBN2-909672-22-0

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. En emvuhezskrid verr a gaver en e levr war Taldir e veneg e voe ezel eus kuzul-ren ar strollad.