Kaledvoulc'h (e brezhoneg) pe Caledfwlch (e kembraeg) eo anv kleze mojennel ar roue Arzhur (Kalesvolgh e kerneveureg) hervez ar mojennoù predenek (tud Kembre a lavar "kembraek") a zo diazez mojenn Arzhur. A-wechoù e lavarer en deus galloudiezhoù hud, pe lakaet e vez da vout arouez mestroniezh Enez Vreizh.

Excalibur the Sword , skeudenn gant Howard Pyle, 1902. Ne vez ket desket d'ar Vretoned yaouank anv orin kleze Arzhur.
Penaos e voe taolet ar c'hleze Kaledvoulc'h e-barzh an dour gant Sir Bedivere, gant Aubrey Beardsley (1894)

Excalibur kemmañ

Met n'eo ket Kaledvoulc'h an anv anavezetañ, rak en holl yezhoù all e vez graet gant an anv gallek, deuet diwar al latin, Excalibur, ken ne oar ket an darn vrasañ eus ar Vretoned eo un anv brezhonek e oa da gentañ, hag a zo bet troet goude, e latin da gentañ, ha diwar-se e galleg.

Gerdarzh kemmañ

Kaledvoulc'h kemmañ

 
Kaledvoulc'h

Savet e vije an anv predenek-kembraek-se gant ar gerioù caled (kalet) ha bwlch (boulc'h)[1]. Gallout a rafe an anv dont eus hini ur c'hleze-luc'h, caladbolg e anv, e henvojennoù Iwerzhon.

Alies e vez lavaret e tenn Kaledvoulc'h d'an anv Caladbolg, hini ur c'hleze douget gant meur a zen eus mojennoù gouezelek Iwerzhon. Koulskoude ne gav ket da Rachel Bromwich na D. Simon Evans e vije gwirheñvel e vije bet amprestet an anv Caledfwlch eus an anv gouezelek Caladbolg. Kavout a ra dezho int daou anv "savet pell zo da envel ur c'hleze" ; hag ar c'hleze-se a deuas da vout perc'henniezh Arzhur er mojennoù predenek[2].

Excalibur kemmañ

Kembraeg a ouie Jafrez Menoe, ha gantañ e voe latinekaet anv Kaledvoulc'h a zeuas da vezañ Caliburnus, en e levr Historia Regum Britanniae en XIvet kantved. Caliburnus pe Caliburn a droas neuze da Excalibur, Escalibor, pa voe kontet an istor e galleg.

Kavout a ra d'ar geltiegourien peurvuiañ e teu Caliburnus Jafrez Menoe eus ur stumm hengembraek kavet gantañ en un dornskrid kollet abaoe. E-barzh hennezh e oa chomet ar ger bwlch digemm, ha ne oa ket troet da fwlch c'hoazh[3].

Er skridoù kozh kemmañ

Da gentañ-penn e kaver anv Kaledvoulc'h e skridoù kembraek, evel ar varzhoneg Preiddeu Annwfn hag an danevell Culhwch ac Olwen, er Mabinogi, skrivet war-dro ar bloaz 1100 war a greder.

Diwezhatoc'h e kaver an anv e skridoù kembraek a zo azasadurioù eus danvez estren, latin pe gallek, evel ar Brut, diazezet war oberenn Jafrez Menoe.

Istor kemmañ

 
Un delwenn da Excalibur e Kingston Maurward

XXvet kantved kemmañ

Kemeret e oa bet anv Kaledvoulc'h da anv-pluenn gant ar barzh Erwan Berthou.

Pennadoù kar kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. R. Bromwich and D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), pp.64-5
  2. R. Bromwich and D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), p.65; gwelout ivez T. Green, Concepts of Arthur (Stroud: Tempus, 2007), p.156
  3. P. K. Ford, "On the Significance of some Arthurian Names in Welsh" in Bulletin of the Board of Celtic Studies 30 (1983), pp.268-73 at p.271; R. Bromwich ha D. Simon Evans, Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992), p.64; James MacKillop, Dictionary of Celtic Mythology (Oxford: Oxford University Press, 1998), pp.64-65, 174.


Levrlennadur kemmañ

  • Alexandre, M. Merlin: roman du XIIIe siècle (Geneva: Droz, 1979)
  • Bromwich, R. and Simon Evans, D. Culhwch and Olwen. An Edition and Study of the Oldest Arthurian Tale (Cardiff: University of Wales Press, 1992)
  • Ford, P.K. "On the Significance of some Arthurian Names in Welsh" in Bulletin of the Board of Celtic Studies 30 (1983), pp. 268–73
  • Gantz, Jeffrey (translator) (1987). The Mabinogion. New York: Penguin. ISBN 0-14-044322-3.
  • Green, T. Concepts of Arthur (Stroud: Tempus, 2007) ISBN 978-0-7524-4461-1 [1]
  • Jones, T. and Jones, G. The Mabinogion (London: Dent, 1949)
  • Lacy, N. J. Lancelot-Grail: The Old French Arthurian Vulgate and Post-Vulgate in Translation (New York: Garland, 1992-6), 5 vols
  • Lacy, N. J (ed). The New Arthurian Encyclopedia. (London: Garland. 1996). ISBN 0-8153-2303-4.
  • MacKillop, J. Dictionary of Celtic Mythology (Oxford: Oxford University Press, 1998)