Howard Pyle (5 a viz Meurzh 1853 – 9 a viz Du 1911) a zo un treser amerikan hag ur skrivagner levrioù evit ar vugale Genidik e oa eus Wilmington (Delaware), fin e vuhez en doa tremenet e Firenze en Italia.

Howard Pyle
Morlaeron oc’h en em gannañ evit tapout un teñzor, tennet eus Howard Pyle's Book of Pirates

E 1894 e kelennas an tresañ e Drexel Institute of Art, Science and Industry (hiziv an deiz Drexel University). Goude 1900 e savas ur skol, enni e studias Olive Rush ha Newell Convers Wyeth. Kelenn a reas ivez e Brandywine School, e-touez e skolidi e voe Maxfield Parrish, Frank Schoonover, ha Jessie Willcox Smith.

Unan eus tresadennoù Pyle diwar-benn ar Roue Arzhur

Brudet eo a-drugarez d’e levrioù diwar-benn ar Grennamzer, en o zouez The Merry Adventures of Robin Hood, hag un heuliad peder levrenn diwar-benn ar Roue Arzhur. Pa skeudennas troioù-kaer Robin Hood e kemmas pennadoù zo evit ma klotfent gant oad e lennerien. Da skouer e-barzh Robin Hood's Progress to Nottingham, e tle Robin bezañ lazhet pevarzek koadour peogwir ne felle ket dezhañ paeañ e zle. Pyle a ouzhpennas e oa bet gourdrouzet Robin ganto, ha setu perak en doa ranket en em zifenn.

E 1888 e skrivas Otto of the Silver Hand. Skeudennet en deus kalz testennoù diwar-benn an istor ha romantoù avañturioù e kazetennoù evelHarper's Weekly pe c’hoazh St. Nicholas Magazine. Ur film The Black Shield of Falworth (1954) e ditl, a zo bet savet diwar e oberenn diwar-benn an dud-houarn.


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.