Pouldahu (distagadur LFE: [pul'dø(j)], [pul'dahy], [pul'day], [pul'dɛvi][1]) a zo ur gumun a-wecharall eus Breizh e Penn-ar-Bed. Ul lodenn eus kumun Douarnenez eo bremañ.

Pouldahu livet gant Maurice Le Scouëzec.

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
  • Brudet e oa Pouldahu dindan meur a anv er mare-se en ul lodenn vat eus aod kornaoueg Europa. E touesk an anvioù a c'haller lenn war meur a gartenn e kaver Bolda, Pundabi, Pouldavid, Poldavid, Poldavi, Pol David , Pol-david, P.David, Paouldavid, Pouldahut, Pouldavy, Poldavy, Plodiuy[3],[4]).
  • Bae Douarnenez zoken zo bet anvet Bae Pouldahu a-raok ma vefe brudetoc'h Douarnenez. War ur gartenn savet e 1580 gant Lucas Janszoon Waghenaer moraer ha kartenner eus Izelvroioù e c'heller lenn Bay Van Boldauit.[4].
  • Ar brud-se a c'hall bezañ displeget gant ar pouez a oa gant Porzh Pouldahu er mare-se evit ezporzhiañ lienennoù kanab graet e Lokorn ha tro war-dro d'ober gouelioù.
  • Deuet e oa Poulldahu da vezañ ur barrez distag e 1880.
  • Mervel a reas 56 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].

Krouidigezh

kemmañ
  • Krouet e voe ar gumun e 1919 ha neuze e voe distaget da vat eus Pouldregad.

Stagidigezh

kemmañ

Etimologiezh

kemmañ
  • Stummet eo anv Pouldahu diwar ar gêr Poull ha Dahu anv e brezhoneg a-vremañ eus Sant David a vez kavet er bibl. Ar stumm Dauui a veze kavet en henvrezhoneg.

Mojenn

kemmañ
  • Tost a-walc'h eo an anv Dahu eus hini Dahut, merc'h Roue Gradlon e mojenn Kêr Iz.
  • Klevet e vez gant an annezidi ar vojenn e erruet Gradlon o vont kuit eus Kêr Iz beuzet dindan gwagennoù ar mor war e varc'h e Pouldahu. Ur mein gant roud pav ur marc'h a vez diskouezet zoken.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Douaroniezh

kemmañ

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ofis Publik ar Brezhoneg, Studiadenn war anvioù-lec'h Douarnenez, p. 72, 94, a c'haller pellgargañ war o lec'hienn.
  2. Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. Ofis Publik ar Brezhoneg, Studiadenn war anvioù-lec'h Douarnenez, p. 95-96, a c'haller pellgargañ war o lec'hienn.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 Labourerien an douar hag ar mor, Pouldergat-Pouldavid de l'ancien Régime à 1940, Ar vuhez Amzer Gwechall, association Amzer Gwechall, Pouldergat, Emb. Ulamir Centre social du Goyen, 1999, ISBN 2-9510728-1-3
  5. Memorial Genweb