Monomotapa pe Mutapa (shona : Wene we Mutapa ; portugaleg : Monomotapa) a oa ur rouantelezh eus Afrika, etre ar stêrioù Zambeze ha Limpopo, el lec'h m'emañ bremañ broioù Zimbabwe ha Mozambik. Tudet e oa gant ar bobl Shona.

Kartenn eus Monomotapa, tennet eus Theatrum orbis terrarum sive atlas novus gant Willem Blaeu (1635)

Savet e voe ar rouantelezh-se gant ar roue (Mwene) Nyatsimba Mutota eus Rouantelezh Zimbabwe. Gant e vab Nyanhewe Matope (1450-1480) e voe aloubet douaroù nevez ha kresket ar rouantelezh a c'holoe neuze Zimbabwe a-bezh hag ul lodenn eus Mozambik. Lesanvet e voent o-daou Mwene Mutapa, da lavaret eo "roue ar vro" e choneg, ar pezh a yeas da v-Monomotapa e portugaleg. E 1629 ez eas ar vro dindan gwarez Portugaliz o doa diazezet kontouerioù war an aod, adalek ar bloavezhioù 1560. Ur vro damemren e chomas "Mutapa", daoust ma oa suj da Bortugal. E dibenn ar XVIIvet hag en XVIIIvet kantved e voe brezelioù diabarzh da c'houzout piv a yafe e penn ar vro. Ne c'hallas ket ar rouantelezh adsevel he c'hein da vat da c'houde. Ar re a voe trec'h er brezel a chomas e penn ur vro vihanoc'h hag a badas betek 1917, ar bloavezh ma voe lazhet ar roue diwezhañ, Mambo Chioko, en un emgann gant Portugaliz.

Liamm diavaez

kemmañ