Arkitektouriezh c'hotek

(Adkaset eus Savouriezh c'hotek)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ijinet eo bet an arkitektouriezh c'hotek en Enez-Frañs e-kreiz an XIIvet kantved. En Europa e teu da vezañ ar stil pennañ betek kreiz ar XVIvet kantved p'en-deus graet berzh an arkitektouriezh klasel dindan levezon an Azginivelezh italian.
Implijet eo bet da gentañ-holl evit kement savadur relijiel bras ha bihan, iliz, chapel, abati, manati, prioldi, met ivez evit sevel savadurioù lik evel sezioù ar galloudoù (palezioù, tiez-kêr) hag etrepaouezioù. Meizet eo bet koulz evel un hollad a deknikoù hag ur preder. Diouzh-se e c'heller sellet ouzh an arkitektouriezh c'hotek evel unan eus brasañ pennvadoù ar Grennamzer. Addizoloet e voe an arkitektouriezh-se en XIXvet kantved hag e voe savet meur a savadur er bed a-bezh diwar ar skouerioù kozh, an arkitektouriezh nevezgotek pe ar stil nevezgotek a vez graet eus ar pleustradoù-se.

Katedral Beauvais

Ar meizadoù pennañ a gaver en Europa e mare ar stil gotek a oa eus un tu an unvezh gant an urzh hag eus un tu all abegoù ha youl Doue.

Un arouezelezh kreñv

kemmañ
 
Gwareg kamm, arouez ar stil gotek

Peurvuiañ, an arkitektouriezh romanek a oa implijet evit savadurioù ma veve enno ur gumuniezh venec'h a vourre an uvelded hag an arvesterezh hag er c'hontrol e veze savet ar savadurioù gotek evit krouiñ lec'hioù foran. Skeudennadur Jeruzalem an Neñvoù eo an iliz-veur c'hotek, ur galv da bignat koulz hag ur benveg evit lakaat splann braster Doue ha galloud e Iliz war un dro.
Skeudennadur Keoded Doue o tegemer ar feizidi eo ivez. Met evit aroueziñ Rouantelezh Doue gant an arouelezh doueel hag gant e tres kemplezh hervez reolennoù ar skolbrederouriezh : rannoù hag isrann ar savadur a zo dasparzhet en un doare unvan. Gant doueoniezh ar goulou eo levezonet ar arkitektouriezh c'hotek, evit gwir gant doueoniezh Tadoù an Iliz zo evel sant Aogustin a wele dindan ar goulou eztaoladur an doueelezh. Ken gwir eo ma n'eo ket deuet an teknikoù nevez eus un emdroad voutin, met eus klask ar goulou hag en deus broudet an arkitektourien da ijinañ anezho.

Ul levr graet e maen

kemmañ
 
Tres ha gerioù resis an arkitektouriezh c'hotek

Un oberenn bolitikel eo ivez p'eo bet roet al lañs gant un eskob hag an arc'hant gant an noblañs hag ar pennoù uhel. Ur benveg evit klask brud ha diwar-se eo bet ouzhpenn re un nebeud esaeoù evit uhelaat ar bolzioù (kouezh bolzioù iliz-veur Beauvais e 1284). Setu perak e weler a-bell an tour (pe an tourioù). An delwennoù hag ar skeudennoù a ziskouez elfennoù an Aviel ha talvoudegezhioù speredel an Iliz. Un oberenn a bedagogiezh eo ivez seul vui ma vez savet an iliz evit un niver bras a dud.

 
Kreñvlec'h teutonek Malbork, e Polonia