Impalaeriezh Vongol
An Impalaeriezh Vongol zo bet unan eus an impalaeriezhioù brasañ en istor ar bed, e-pad an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. En em astennet e oa adalek kreiz Azia, betek goleiñ un darn vras eus ar c’hevandir-se, eus Reter Europa da Vor Japan, hag eus Siberia da iskevandir Indez hag ar Reter Nesañ. Kenstrollañ a reas ouzhpenn 35 milion a km2 (tost d’ur c’hard eus gorread an douar !) hag ouzhpenn 100 milion a dud. Diazezet e voe diwar unaniñ meuriadoù Mongoled ha Turked e-kreiz Azia, dindan aotrouniezh Jengis Khan a voe rener an holl Vongoled adalek 1206. Kreskiñ a reas gorread an impalaeriezh dindan e ren ha ren e ziskennidi. Aloubet e voe an holl vroioù tro-war-dro.
Deiziad krouiñ | 1206 |
---|---|
Anv ofisiel | Их Монгол улс |
Anv er yezh a orin | Их Монгол улс |
Relijion | Tengrism, shamanism, Boudaegezh, Nestorianiezh, Islam |
Yezh ofisiel | yezhoù mongolek |
Kevandir | Eurazia |
Kêr-benn | Avarga, Karakorum, Khanbaliq, Xanadu |
Renad politikel | elective monarchy, hereditary monarchy |
Office held by head of state | khagan |
Korf lezenniñ | Kurultai |
Moneiz | balysh |
Bet erlec'hiet gant | Tierniezh Ming |
Erlec'hiañ a ra | Jin dynasty, Qara Khitai, Western Xia, Khwarazmian dynasty, Nizari Ismaili state |
Yezh implijet | Middle Chinese |
Deiziad divodañ | 1368 |
Banniel (deskrivadur) | Flag of the Mongol Empire |
Has seal, badge, or sigil | Imperial Seal of Mongolia |
Dre an Impalaeriezh Vongol e c’hallas teknikoù, ijinadennoù, ha mennozhioù nevez mont a-hed hag a-dreuz Eurazia, war tachennoù a bep seurt, eus ar sevel kartennoù d’ar moullañ, eus al labour-douar d’ar steredoniezh.