Emvod ar Gelted en Oriant
(Adkaset eus Gouelioù Etrekeltiek an Oriant)

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emvod ar Gelted en Oriant[1], pe Festival Interceltique de Lorient e galleg, berraet e FIL, zo ur sizhunvezh festoù gant sonerezh ha dañs dreist-holl, da hanter Eost, hag a vez aozet e kêr an Oriant abaoe 1971. Bodet e vez bagadoù ha lazoù eus an holl vroioù keltiek, eus Galiza hag Asturiez, hag a-wechoù e vez pedet arzourien eus Aostralia, Kanada, Louiziana... ouzhpenn.
Anv brezhonekAozañ
- Emvod ar Gelted eo an anv brezhonek hervez an aozadur, hag Emvod ar Gelted en Oriant evit an devezhioù gouel, met gallout a reer klevet ha lenn meur a anvadur all, en o zouez Gouelioù Etrekeltiek an Oriant hag a seblant bezañ an hini ledetañ.
2010Aozañ
- Savet droug e gwiniegourien Bro-Naoned abalamour n'eo ket muskadig a vo kavet e tavarn ar festival met gwin gwenn eus Bourdel.
Pedet e oa bet Luz Casal, met n'hallo ket dont.
- 800 000 den a vije bet hervez ar rener, a lenner e ouest-France ar 16 a viz Eost 2010.
2012Aozañ
Aozet e vo ur genstrivadeg danevelloù gant ar FIL [2] . E galleg hepken avat, dasout ma'z eo bet sinet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gantañ .
- War ar seblant e vefe bet un tamm nebeutoc'h a dud en Oriant, e-pad ar festival etrekeltiek, pe e vefe da geñver an Nozvezhioù etrekeltiek pe vefe e straedoù kêr. — (Gouel etrekeltiek : Lidet eo bet Bro-Akadia, Ya!, niv. 375, Gwener 17 a viz Eost 2012, p. 1.)
Luc'hskeudennoùAozañ
E 2007 : e pabell Bro-Skos
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveennoùAozañ
- ↑ Anv brezhoneg hervez an aozadur, gwelet al lec'hienn ofisiel [1].
- ↑ http://www.concoursaufildespages.com/le-reglement.cfm