François Darlan
Jean Louis Xavier François Darlan, ganet d'ar 7 a viz Eost 1881 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz Kerzu 1942, a oa un amiral ha politikour gall. Ganet e Nérac, Darlan a oa bet diplomet en École navale e 1902 ha buan e pignas gant ar renkoù goude ar C'hentañ Brezel-bed. Lakaet e oa bet da Enepamiral e 1929, Besamiral e 1932, Letanant amiral e 1937 a-raok bezañ lakaet da amiral ha penn-uhel ar morlu e 1937. E 1939, Darlan a voe lakaet da amiral ar flodad, ur rank krouet evitañ.
Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | François Darlan ![]() |
Anv-bihan | François ![]() |
Anv-familh | Darlan ![]() |
Deiziad ganedigezh | 7 Eos 1881 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Nérac ![]() |
Deiziad ar marv | 24 Kzu 1942 ![]() |
Lec'h ar marv | Aljer ![]() |
Doare mervel | muntr ![]() |
Killed by | Fernand Bonnier de La Chapelle ![]() |
Tad | Jean-Baptiste Darlan ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | politiker, milour ![]() |
Karg | Deputy Prime Minister of France ![]() |
Bet war ar studi e | École Navale ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1902 ![]() |
Strollad politikel | independent politician ![]() |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France ![]() |
Grad milourel | amiral ![]() |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed ![]() |
Skour lu | Morlu broadel ![]() |
Prizioù resevet | Order of the Francisque, Dardanelles campaign medal, Grand Cross of the Legion of Honour, Médaille militaire, Victory Medal ![]() |
Darlan a oa penn morlu Frañs pa oa tarzhet an Eil Brezel-bed. Goude an Arsav-brezel sinet etre Frañs hag Alamagn e miz Even 1940, Darlan a oa aet e servij ar Marichal Philippe Pétain e Renad Vichy evel Ministr ar Morlu, hag e miz C'hwevrer 1941 e teuas da vezañ besprezidant ar C'huzul, Maodiern an Aferioù Estren, Maodiern an diabarzh ha maodiern an Difenn Broadel, ar pezh a rae anezhañ penn ar gouarnamant.