Pib-ilin
Ar pib-ilin a oa bet krouet da-heul lezennoù bet savet gant ar Saozon a-enep Iwerzhoniz. Savet e oa c'hoant dezho da skarzhañ, da vreinañ ar binioù bras. Evel-se o doa divizet difenn c'hwezhañ e-barzh ur benveg sonerezh, hag ouzhpenn da se o doa difennet seniñ er sav. Neuze o doa divizet Iwerzhoniz krouiñ ar benveg-se.
Iskevrennad eus | binioù |
---|---|
Genidik a | Iwerzhon |
Bro orin | Iwerzhon |
Intangible cultural heritage status | Representative List of the Intangible Cultural Heritage of Humanity, Ireland’s National Inventory of Intangible Cultural Heritage |
Deskrivet en URL | https://ich.unesco.org/en/RL/01264, https://ich.unesco.org/fr/RL/01264, https://ich.unesco.org/es/RL/01264, https://nationalinventoryich.chg.gov.ie/uilleann-piping/ |
Hornbostel-Sachs classification | 422.122.2+422.221.1 |
Istor ar benveg
kemmañAlies e veze lakaet ar biniaouer a-gostez. Anat eo, dre liesegezh ar benveg, perak ez eo bet lesanvet « ograou iwerzhonat ».
Ur benvega orin brezelek e oa, a denne d'ur binioù c'hwezhet dre ar genoù. Ledet eo bet dre Europa ha testeniet en Iwerzhon, adalek an IXvet kantved. Dre ma oa un arouez soudardel ez eas diwar-wel er XVIIvet kantved gant aloubidigezh ar Saozon. Distreiñ a reas gant e stumm orin e penn-kentañ an XIXvet kantved. E keit-se, war-dro fin ar XVIIvetd ha penn-kentañ an XVIIIvet kantved en em zamgemmas ar binioù evit dont da vezañ ar pib-ilin, ur benveg dre c'hwezhiñ kaset en-dro gant an ilin (iwerzhoneg : uillin, tro-c'henidik uilleann, "eus an ilin") ; union pipes e oa e anv kentañ, sur a-walc'h abalamour ma son ar reizher tenor, an hini kentañ bet ouzhpennet d'ar benveg (un tamm a-raok 1790), a-unson gant al levriad (chanter e saozneg) ha n'eo ket abalamour da unvaniezh Iwerzhon gant Bro-Saoz e 1800, un displegadenn dre zichañs kontet betek re. Ar reizherioù all zo bet ouzhpennet e-kerzh an XIXvet kantved, ha W.H. Grattan Flood a ijinas e-kerzh e studi an anv uilleann pipes ("pib-ilin"), o krediñ evel-se adkavout an anv gwirion.
Ar mont en-dro
kemmañDaou eizhved zo el levriad. Lod eus levriadoù ar pib-ilin a c'hell kaout betek 7 pe 8 alc'hwez evit seniñ hanter-donioù, ha peurvuiañ int kendoniet e Re (D concert set) pe a-wechoù e Do, Do#, Si, ha raloc'h e La (flat set). Al levriad a c'hell bezañ savet gant un alc'hwez anvet stop key a dalvez da stankañ an aer ha herzel outañ da dremen evit paouez ar son ha gellout kendoniañ ar c'hornioù-boud hep kaout son al levriad. Ar pib-ilin eo ar binioù nemetañ, gant ar small pipes, ma c'heller paouez son al levriad. Gant ar biniawoù all e vez sonet un ton (war al levriad) gant ar c'hornioù-boud hep gellet paouez ar son.
An aer a ya war-zu ar sac'h zo kaset gant sikour ur vegin, staget war an dargreiz ha war ar gigenn-daoubenn. Fiñv ar vrec'h hag an ilin a gas aer d'ar vegin.
Peurvuiañ e vez savet ar piboù-ilin gant tri c'horn-boud, toniet o-zri war un eizhved disheñvel, ar pezh a seblant dreistordinal peogwir e vez toniet peurvuiañ war ar bempenn hag an eizhved evit ar binioù boas. Bez' ez eus ivez binvioù savet gant pevar c'horn-boud, met an dra-se a chom ral a-walc'h. An oberour Alain Froment en deus savet binvioù gant ur c'horn-boud toniet war ar bempenn met deuet eo an ardremañs-se da vezañ implijet alies a-walc'h. Evit gellet en ober ec'h implij ar soner alc'hwezioù staliet war ar c'horn-boud o labour stankañ an aer kaset d'ar c'horn-boud, hag a-hend-all e laka anezhañ war e c'hlin gant al levriad en ur stankañ an holl doulloù aer a baouez ar son er mod-se.
E-kichen ar c'hornioù-boud emañ ar reizherioù, e-giz ul levriad gant alc'hwezioù, hag a vez implijet da heuliañ an ton pe da gendoniañ, pe e-unan, pe gant al lusk. An alc'hwezioù-se a vez kaset en-dro gant arzorn ar soner ; an niver ar reizherioù a c'hell bezañ etre unan ha pemp anezho. Ret eo teurel pled er sonerezh hengounel iwerzhonat d'an hañvaledigezh a zo etre ar fiddle (biolin) hag ar pib-ilin e-keñver doare da son (da skouer doare seniñ Kevin Burke ha Paddy Keenan e-barzh The Bothy Band). Ar soner pib-ilin a son ar memes notennoù hag ar fiddler gant e gerdin, an daou o seniñ a-unson.
Ar stummoù diseurt
kemmañAlies e vez gwelet piboù-ilin diglok, peurliesañ en abeg d’ar priz pe da zizampartiz ar soner(ez). Reizherezh ar c'hornioù-boud, ar reizherioù hag al levriad zo diaes da ober. Ouzhpenn evit a sell ouzh ar priz, e vez ret kontañ 1 500 € evit ur practice set, div wech muioc'h evit un half set ha teir gwech muioc'h evit ur full set.
- Practice set
Practice set ("benveg-deskiñ") a vez graet eus ar benveg hep korn-boud na reizher ebet. C'hoarvezout a ra eus elfennoù diazez ar pib-ilin hepken : ul levriad, ur sac'h hag ur vegin.
- Half set
An half set a c'hoarvez eus ar memes elfennoù hag ar practice set met gant kornoù-boud ouzhpenn. N'eus reizher ebet.
- Full set
Ar benveg klok eo ar full set.
Sonerien vrudet
kemmañFarderien (luderien)
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- (br)Neven Sébille-Kernaoudour, soner pib-ilin
- (en) Kevredigezh sonerien vinioù-ilin Iwerzhon Na Píobairí Uilleann ("ar sonerien binioù-ilin")
- (en) Uilleann Obsession, gant kalz a ditouroù, skeudennoù hag all
- (en) Enrolladennoù sonerien
- (en) taolennoù notennoù
- (en) Kleub sonerien vinioù Armagh
- (en) Kleub sonerien vinioù Salt Lake
- (fr) Poltriji piboù-ilin
- (pt) Uilleann Pipe ou Phìob Uilleann (Pennad war ar pib-ilin)