Rostrenenn
Rostrenenn | ||
---|---|---|
Ti-kêr Rostrenenn. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Rostrenen | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Rostrenenn | |
Kod kumun | 22266 | |
Kod post | 22110 | |
Maer Amzer gefridi | Jean Paul Le Boëdec 2008-2014 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 132 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 97 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 152 m — brasañ 262 m | |
Gorread | 32,17 km² | |
kemmañ ![]() |
Rostrenenn (distaget er vro: [(h)ʀosˈtʀen] pe [ˈ(h)ʀostʀen][2]) a zo ur gumun e departamant Aodoù-an-Arvor hag unan eus kêrioù brasañ Kreiz Breizh, en tu-hont da 3 000 a annezidi dezhi. Ur barrez eus Eskopti kozh Kernev a-raok 1790 ha kêr-benn ar Vro Fisel eo.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Bernard Tanguy (1992) ː Rostrenen, 1248; Rostraenen, 1254; Rostrenen,1262, 1267, 1269; Rostraenen, 1270; 1285; Rostrenein, 1294; Rostrenen, 1296; Rostrainen, 1317; Rostraenein, c. 1330; Rosdrenen, 1368; Rostrenen, 1535-1536;
- Rostraenen e oa en XIIIvet kantved [3].
- Erwan Vallerie (1995) ː Rostrenen, 1267; Rostroenen, 1270; Rostrenein, 1294; Rostrenan, 1306; Rotrelen, Rotrelan, 1320; Rostrenen, 1328; Rostrenan, 1352; Rostrenen, 1354; 1368; Rosdrenen, 1368; Castro de Rostrelehen ?; Rostraenen, 1371; Rostrenan, 1379; Rosternen, 1536; Rostrenan, 1593; Rosternan, Rosternen, 1636; Rosternen, 1731.
ArdamezioùAozañ
En erminioù e deir zreustell en gul • Sturienn : Oultre ("Uheloc'h bepred"), tiegezh Rostrenenn. |
IstorAozañ
DeroùAozañ
E-pad ar prantad galian-ha-roman eo deuet Rostrenenn da vezañ ur c'hroashent asambles gant Karaez (Vorgium) abalamour d'ar marc'had dreist-holl. Dont a ra da vezañ ur gêriadenn da vat pa vez savet ur c'hastellig e koad-prenn e-kichen ur stank. An ti-kêr a vez kavet bremañ er plas-se. Ar c'hastellig-se a oa bet savet gant ur baron er VIIvet kantved goude Jezuz-Krist.
Baronelezh ha kastellAozañ
En XIvet kantved e voe savet un tour-meur e plas ar c'hastellig. Galloudus e teuas baronelezh Rostrenenn da vezañ d'ar mare-se pa oa e varon (Riwalon aet da senesal Breizh e 1068). En em ledañ a rae levezon baronelezh Rostrenenn war pevar c'hanton betek an Dispac'h gall e 1789. Ar c'hastell a oa kelc'hiet gant mogerioù-difenn uhel hag gant ar stank bepred. Lod eus baroned Rostrenenn o deus bet ur pouez bras en istor: Jafrez Rostrenenn e-pad an Eizhvet kroaziadeg (en XIIIvet kantved), ar baron Pêr VI hag a vrezele gant Beltram Gwesklin (e 1370) hag ar baron Pêr VIII, letanant an armeoù gall, ivez, a skarzhas ar Saozon eus Frañs kuit gant Janed Ark.
E 1581, Toussaint de Beaumanoir, mestr-kamp armeoù ar Roue ha baron Rostrenenn a greñvaas an tour-meur. E 1592, e-pad 3 bloavezh e talc'has ar c'hastell ouzh an enebourien. Met en trede bloavezh e kouezhas ar c'hastell en e boull ha distrujet e voe evit na c'hellje ket bezañ implijet ken. Distrujet e oe da vat diwar urzh ar roue gall Herri IV e 1601, dindan Elena Rostrenn, merc'h Toussaint. Ur c'hastell nevez evit an annez a voe savet gant un embregour o chom e Kemper diwar c'houlenn an dugez Elbeuf, baronez Rostrenenn en XVIIIvet kantved. Ar varoned ziwezhañ a chomas er c'hastell-se betek an Dispac'h gall. Un toull-bac'h a voe graet gantañ (evel Kampostal), ti an archerien a vo staliet e-barzh da c'houde. Tudjentil ar vro a voe toullbac'het er c'hastell e-pad an Dispac'h.
E-pad labourioù kanol Naoned-Brest e servije ar c'hastell da bareañ ar brizonidi bolitikel, un ospital e oa d'ar mare-se. Implijet eo bet ivez evel skol ar merc'hed betek 1935, skoliatet e voent goude en ur savadur nevez: ar skol Édouard Herriot. Ar c'hastell en deus servijet evit bezañ skol an holl vugale e-pad an Eil brezel-bed, der ma oa ar c'hkommandantur e skol ar merc'hed. Ar peurrest eus ar c'hastell a zo bet distrujet evit sevel an ti-post.
XIXvet kantvedAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 109 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,55 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Eil Brezel-bedAozañ
- Yuzevion a gavas repu e Rostrenenn e-pad ar brezel; unan anezhe, dimezet gant ur plac'h eus ar vro, a voe flatret ha serret, mervel a reas en Auschwitz; ur vamm hag he div blac'hig a c'hellas chom kuzhet betek an Dieubidigezh[5].
- Kemeret e voe 36 000 Lur en ti-post ha 100 000 Lur er Banque populaire, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’ar 25 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[6].
- Mervel a reas 25 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
TrevadennoùAozañ
- Indez-Sina: mervel a reas nav milour.
- Aljeria: mervel a reas ur soudard.
- Tchad: un adjudant a varvas e 1978.
BonenAozañ
- E 1970 e voe staget kumun Bonen ouzh hini Rostrenenn.
DiorroadurAozañ
En em ledet eo ar gêr tro-dro d'ar c'hastell, dreist-holl war dorgenn ar Minioù (263 metrad uhelder). A-raok an Dispac'h gall e veze korvoet ar c'hoadeier a oa tro-war-dro, diorroet eo ar gêr dre-se. 900 annezad a oa da vare an Dispac'h gall. E 1790 e teu Rostrenenn da vezañ ur gumun. Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Rostrenenn da benn ur bann[7]. Krouet voe neuze un takad evit labourat an douar, Rostrenenn o vezañ e-kreiz. A-drugarez da ziorroadur ar c'hehentiñ e teu kêr da vezañ liammet gant an diavaez. Diorroet 'vez ar skoliata ivez, degas a ra skolidi ha studierien. Dont a ra da vezañ ur gêr artizanel ha kenwerzhel. Da Veurzh e c'heller kavout ar marc'had e pep lec'h e kêr. Ur vediaoueg brav-tre a zo bet savet e 1993.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Itron Varia an Draeneg, savet er XIVvet-XVIIvet-XIXvet kantved. Bet chapel ar c'hastell-kreñv.
- Feunteun (XVIvet kantved)
- Chapel Sant Jakez (XVvet kantved)
- Chapel Lokmaria (XVvet kantved)
- Tiez kozh (XVIIvet kantved)
- Maner Kampostal
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- 1761 : Olivier Perrin, engravour ha livour.
- 1855 : Yann ar Fusteg, drouiz-meur.
- 1857 : Yann Vari Joanno, saver pezhioù-c'hoari brezhonek.
- 1888 : Eugène Bouché, eskob Sant-Brieg ha Landreger.
- 1945 : Marie-Renée Oget, kannadez e Bodadenn Vroadel Paris.
- 1958 : Françoise Morvan, skrivagnerez c'hallek.
Tud marvet enoAozañ
- 1923 : Filomena Kadored, skrivagnerez vrezhonek.
- 1935 : Yann Vari Joanno, saver pezhioù c'hoari.
- 1973 : Jules-Charles Le Bozec, kizellour, d'ar 24 a viz Here.
- 1986 : Lomig Doniou
Tud liammet gant Rostrenenn pe o deus bevet enoAozañ
- Gregor Rostrenenn, geriadurour
- Pêr Bourdellez, beleg ha skrivagner brezhonek
- Yann Talbot, beleg ha skrivagner brezhonek
- Christophe Honoré, skrivagner ha den a sinema gallek
Ardamezeg ar familhoùAozañ
du Quélenec
Baroned ar barrez |
En erminoù, e gab en gul karget gant teir flourdilizenn en aour | |
RelijionAozañ
Burzhud miz Kerzu 1300 hag ar pirc'hirindedoùAozañ
E miz Kerzu 1300 e voe kavet gant un den un delwenn eus ar Werc'hez Vari e-kreiz un draeneg. Pa voe lakaet an delwenn e chapel ar c'hastell e voe pirc'hirined o tont da azeuliñ Itron Varia an Draeneg. Pardon ar Werc'hez a vez dalc'het bep 15 a viz Eost.
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D'an 13 a viz Gwengolo 2004 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 19 a viz Here 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
- D'an 9 a viz Mezheven 2016 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 3.
DeskadurezhAozañ
KrennlavaroùAozañ
- Merc'hed Rostrenn 'Zizola o revr da c'holoiñ o fenn.
Ar festival FiselAozañ
Ur festival anavezet e Breizh a-bezh a vez bep bloaz e Rostrenenn, hini an dañs fisel evel-just. E 2007, da skouer, e oa bet dalc'het ar 35vet festival fisel, etre an 23 betek ar 26 a viz Eost 2007.
E 1969 e oa dalc'het kentstrivadeg kentañ an dañs Fisel e Loudieg hag ar bloaz war-lerc'h e Bonen. Ac'halehont e oa bet kaset da Vêl-Karaez e 1972, met re vihan e oa deuet da vezañ sal ar gumun evit an dañserien. Goude-se e oa bet kaset da Rostrenenn. Hengounel eo an dañs fisel e Rostrenenn ha tro-war-dro, e Groñvel, e Plougernevel, Plevin, hag all.
GevelliñAozañ
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Ceann Toirc | |
Martinik | Le Morne-Rouge |
Pennad karAozañ
LevrlennaduirAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne, 2001, kt 6.
- ↑ (fr) Tanguy, Bernard. Les noms de lieux bretons – 1. Toponymie descriptive, Studi n° 3. Rennes : Centre Régional de Recherche et de Documentation Pédagogiques, Septembre 1975, p. 79.
- ↑ 4,0 ha4,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ "Le Télégramme", 29 a viz Ebrel 2013
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 207, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
- ↑ Ofis Publik Ar Brezhoneg