Prometheüs

(Adkaset eus Prometheus)

Prometheüs (henc'hresianeg : Προμηθεύς Promêtheús "ar rakweler") a oa un Titan, mab da Iapetos ha da d-Themis (pe Klymene hervez oberourien 'zo), ha breur da Atlas, Menoitios hag Epimetheüs.

Vulkan o chadennañ Prometheüs, livet e 1623 gant Dirck van Baburen, eus Utrecht (Rijksmuseum).

Tad e oa da z-Deukalion, en doa bet gant Pronoia (pe Klymene).

Hervez un doare all eus ar vojenn e vije bet mab d'an doueez Hera ha d'he serc'h, ar Ramz Eurymedon.

Ar vojenn

kemmañ
 
Krouidigezh Mab-den gant Prometheüs (emañ Athena en tu-kleiz), izelvos marmor, Italia, IIIe kantved, mirdi al Louvre.

Hervez Theogonia Hesiodos eo Prometheüs a grouas an dud diwar un dornad pri[1] hag a gelennas dezho ar goveliañ hag arzoù all. Laerezh a reas tan digant an doueed d'e reiñ d'an dud.

  1. Hervez Pausanias (X, 4, 4) e oa e Panope e Fokis.