Puthagoras[1],[2],[3], Pitagoras, pe Pythagoras (Πυθαγόρας e gregach), pe Pythagoras Samos, a oa ur prederour raksokratek hag ur matematikour gresian eus fin ar VIvet kantved kent JK. Ouzhpenn-se e oa diazezer ur gredenn relijiel anvet pitagoregezh. Bet eo an den kentañ o lavarout e oa filozofer, karour ar furnez, ha levezonet e voe Platon gant e vennozhioù. Siwazh n'ouzer ket kalz a dra diwar e benn, rak n'eus deuet skrid ebet diwar e zorn betek ennomp. Kalz eus e oberoù a c'hallfe a-walc'h bezañ bet savet gant diskibion dezhañ, pe warlerc'hidi.

Pythagoras, lodenn eus Skol Aten gant Raffaello, 1509.


E vuhez

kemmañ

Gouzout a reer e oa ganet er VIvet kantved kt JK, war-dro -580, en enez Samos, enezenn eus Mor Egea gwarezet gant an doueez Hera, pe e Tyrrhenia, pe e Tyr, pe e Syria, hervez Klemes Aleksandria[4], ha marvet war-dro -490 pe -497, tremenet gantañ e 80 vloaz (barr e oad a vije bet da goulz ar 60vet olimpiadenn, war-dro 540–537, hervez Diogenes Laertios).

Dont a ra e anv ( Pyth-agoras : « an hini kemennet gant Pythia »), eus ar c'hemenn graet d'e dad pan eas d'ober un droiad da gêr Delfi.

War a greder e oa mab d'ur marc'hadour fenikiat, anvet Mnesarc'hos. Kement-se a ouzomp dre Herodotos ha ne veneg e anv nemet ur wech[5]. E dad a oa engraver mein prizius, hag e vamm, Parthenis, brudet da vout kenedusañ plac'h an enez. O-daou e oant diskennidi da Ankaios, mab Poseidon, en doa diazezet Samos. Mnesarc'hos ha Parthenis a oa aet betek Delfi da gaout ar b-Pythia. Diganti e klevjont e oa brazez Parthenis hag he dije ur mab koant ha fur. Kemm anv e wreg a reas Mnesarc'hos neuze, hag envel anezhi Pythais (plac'h ar « Pythia »), hag envel ar bugel « Pythagoras », kemennet gant ar b-Pythia.

Daoust d'ar bloavezhioù (ur c'hantved a ziforc'h) e veze kontet gant ar Romaned da vezañ bet kelenner Numa Pompilius, eil roue Roma hervez ar vojenn, ha diazezer ar relijion roman. Mont enep ar gredenn-se a ra an istorour Titus Livius en e Istor Roma[6]. Aet e oa da Su Italia goude, da g-Krotonos, un drevadenn c'hresian. Eno e kelenne e skiant hag e breder da strolladoùigoù tud. Liammet e oa ar matematik hag ar vuhezegezh ken e prezegenne un doare-bevañ simpl ha kredennoù kevrinour diwar tremen an eneoù goude ar marv (ar metempsikoz).
Hervezañ e vez staget un niver da bep tra ha graet eo ar sonerezh diwar perzhioù an niveroù. Tad an niverouriezh eo.

Dizoloadennoù ar bitagoridi

kemmañ

N'eo ket sur e oa bet ijinet gant Pythagoras kement a zo bet lakaet war e gont. Kavet e voe diazez ar glevouriezh pa voe tennet frouezh eus e deorienn war uhelded ar sonioù.
Dastumet eo bet teoremoù Pythagoras gant ar matematikour Euklides tri c'hantved war-lerc'h ha n'ouzer ket ha diskoachet eo bet gantañ disoc'h an teorem war an tric'horn hirgarrezek. Implijet eo evit jediñ ar c'hostez hirañ, an hipotenuzenn, pa anavezer hirder an daou all.
Taolenn al lieskementadurioù, ar c'heitadoù aritmetik ha mentoniel, teorienn ar c'henfeurioù a zo bet lakaet war e gont ivez.

 
Penn

Mammskridoù

kemmañ
  • Gant Aristoteles hon eus un oberenn anvet Diwar-benn ar bitagoridi, a chom tammoù anezhi.
  • Gant Demokrites ez eus urPitagore.

Levrioù e galleg diwar-benn buhez Pythagoras

kemmañ
  • Henriette Chardak, L'énigme Pythagore, Presses de la Renaissance, 2007
  • Jean-Paul Dumont, « Pythagore », in : Les Présocratiques, Paris, Gallimard, 1988, coll. « Bibliothèque de la Pléiade » n° 345, XXVIII-1652 p., (ISBN 2-07-011139-3), p. 51-68 et 1198-1205.
  • Antoine Fabre-d'Olivet, Les vers dorés de Pythagore, Henri Veyrier, 1991
  • Jean Mallinger, Notes sur les Secrets ésotériques des Pythagoriciens, Paris, Niclaus, 1946 ; 2e éd. en fac-similé, Lille, F. Planquart, 1973
  • Jean Mallinger, Pythagore et les Mystères, Paris, Niclaus, 1944 ; 2e éd. revue et corrigée, Lille, F. Planquart, 1974.
  • Jean-François Mattei, Pythagore et les pythagoriciens, PUF Que-sais-je ? n° 2732, 1993
  • Mario Meunier, Les vers d'or, Pythagore, Guy Trédaniel, édition de la Maisnie, 1987
  • François Millepierres, Pythagore fils d'Apollon, les essais LXII, Gallimard, 1953
  • Michèle Negri, Le Roman de Pythagore, Buchet/Chastel, 1991
  • Léonard Saint-Michel, Les vers d'or de Pythagore, Adyar, 1991
  • Édouard Schure, Les grands initiés : esquisse de L'Histoire secrète des religions, Rama. Krishna. Hermès. Moïse. Orphée. Pythagore. Platon. Jésus, Paris, Perrin & Co.
  • Albert Slosman, Le Biblion de Pythagore - Livre des lois morales et politiques, Robert Laffont, 1980
  • Docteur Emile Strohl, Pythagore, pérennité de sa philosophie, Editions Traditionnelles, 1968

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. « Barzhaz bihan an ti-moulañ ». Al Liamm, niv. 8, Mae-Mezheven 1948, p. 22.
  2. « Ar Bouddha hag ar vouddhaadegez » gant Remont Jestin. Gwalarn, niv. 95-96, Here-Du 1936. P. 51.
  3. « Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur » gant Meven Mordiern ha Frañsez Vallée (troer). Ar Vro, bl. 9, rumm. 6, Eost 1912, p. 86-88. P. 88.
  4. Stromates, I, 62.
  5. Enklask (IV, 95) : «Zalmoksis, an doue trakat, a voe e gwirionez ur sklav eus Samos « a servije e ti Pythagoras, mab Mnesarc'hos ».
  6. ( I-18)