Hippokrates Kos pe Hippokrates (henc'hresianeg: Ἱπποκράτης Hippokrátēs), ganet war-dro -460 en enez Kos, da vare Kantved Perikles, ha marvet war-dro -370 e Larissa, a oa ur mezeg en Henc'hres. Gwelet e vez evel ur mezeg eus ar re vrasañ en istor ar vezegiezh. Kinniget eo evel tad mezegiezh broioù ar c'hornôg[1],[2],[3] abalamour d'ar pezh en deus degaset d'an danvez-mañ evel diazezer ar Skol vezegiezh hipokratek. Ar skol-mañ a dreuzfurmas a-grenn ar vezegiezh en Henc'hres, oc'h ober anezhi un danvez a-ziforc'h, disheñvel diouzh an danvezioù all a veze liammet outi da gustum (teürgiezh ha prederouriezh peurgetket), hag ur vicher wirion[4],[5].

Hippokrates

Koulskoude e vez mesket alies oberoù saverien ar C'horpus hag implijerien ar vezegiezh hipokratek, ha re Hippokrates e-unan. Anavezout a reer nebeut-kenañ eus ar pezh en deus soñjet, graet ha skrivet Hippokrates. Lod a ra ivez kentañ mezeg an istor eus Imhotep eus Henegipt. Taolennet e vez Hippokrates peurliesañ evel skouer ar vezeien. Krediñ a reer en dije lakaet studi reizhadek ar vezegiezh klinik d'ober araokadennoù bras, o tiverrañ anaoudegezh ar skolioù mezegiezh a oa bet en e raok, hag o kemenn doareoù ober divezel d'ar vezeien er C'horpus hipokratek hag en oberennoù all[4][6].

A-du emañ an istorourien da lâret e oa ganet Hippocrates war-dro 460 kt JK en enez Kos, en Henc'hres. Ur mezeg hag ur c'helenner brudet e voe.

Titouroù all diwar-benn e vuhez n'int ket asur[7]. Soranos Efesos, ur ginekologour gresian eus an eil kantved[8] a voe kentañ buhezskriver Hippokrates, ha mammenn bennañ an titouroù hon eus diwar-benn ar mezeg brudet eo e zanevelloù. Titouroù all zo deut betek ennomp a-drugarez da skridoù Aristoteles, skrivet er IVe kantved kt JK, eus ar Souda skrivet en Xvet kantved goude JK ha da oberennoù Yann Tzetzes savet en XIIvet kantved goude JK[9],[10]. Daou vab Hippokrates, Thessalos ha Drakon, hag e vab-kaer, Polybios, a voe e ziskibled. Hervez Galenos, ur medisin gresian en deus bevet diwezhatoc'h, e oa Polybios warlerc'hiad gwirion Hippokrates. Drakon ha Thessalos o doe pep a vab anvet Hippokrates, ar pezh a c'hell lakaat unan da faziañ[11],[12],[13],[14]. Mervel a reas Hippokrates war-dro 370 kent JK.

 
Asklepieion e Kos.

Hervez Soranos e oa Herakleides, ur medisin, a oa tad Hippokrates. Praksitela, merc'h Tizane, e oa e vamm. Soranos a lavar ivez e teskas Hippokrates ar vezegiezh gant e dad hag e dad-kozh, hag e studias danvezioù all gant Demokritos ha Gorgias. Mont a reas Hippokrates war ar studi en asklepieion Kos moarvat, ha kentelioù en doe digant Herodikos, ur mezeg eus Trakia. Ar meneg nemetañ zo graet eus Hippokrates en e amzer a gaver e diviz Platon, Protagoras, ma teskriv Hippokrates evel "Hippokrates Kos, an Asklepiad"[15],[16]. Hippokrates a labouras evel mezeg hag a gelennas a-hed e vuhez. Beajiñ a reas ken pell ha Thessalia, Trakia, ha Mor Marmara[17]. Aet e vije da anaon e Larissa moarvat da 83 pe 90 vloaz, daoust ma lavar skrivagnerien zo e vevas pelloc'h evit 100 vloaz[18].


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. traoù anavet pe dianav diwar-benn tad ar vezegiezh a-vremañ, Hippokrates hag e gelenner Demokritos., U.S. National Library of Medicine.
  2. Hippocrates, Microsoft Encarta Online Encyclopedia 2006. Microsoft Corporation. 2009-10-31.
  3. Strong, W.F. & Cook, John A. (July 2007), "[[1] Reviving the Dead Greek Guys]", Global Media Journal, Indian Edition, ISSN: 1550-7521, <[2]> 
  4. 4,0 ha4,1 Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1966, pp 92–93.
  5. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1988, p. 5
  6. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company, 1966, p 96
  7. Nuland, Sherwin B. (1988), Doctors, Knopf, p. 4
  8. Britannica Concise Encyclopedia (2006), "Soranus of Ephesus", Encyclopædia Britannica, Encyclopædia Britannica, Inc.
  9. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company.
  10. Nuland, Sherwin B. (1988), Doctors, Knopf, ISBN 0-9539240-3-3, p. 7
  11. Garrison, Fielding H. (1966), History of Medicine, Philadelphia: W.B. Saunders Company.
  12. Nuland, Sherwin B. (1988), Doctors, Knopf, ISBN 0-9539240-3-3., p.7
  13. Adams, Francis (1891), The Genuine Works of Hippocrates, New York: William Wood and Company p.19.
  14. Margotta, Roberto (1968), The Story of Medicine, New York: Golden Press, p. 66.
  15. Martí-Ibáñez, Félix (1961), A Prelude to Medical History, New York: MD Publications, Inc., Library of Congress ID: 61-11617, pp. 86–87
  16. Platon (2012), Phaedrus, Internet Classics Archive: The University of Adelaide Library.
  17. Margotta, Roberto (1968), The Story of Medicine, New York: Golden Press, p.66.
  18. Margotta, Roberto (1968), The Story of Medicine, New York: Golden Press, p. 66.